Sebastian ar Balp

Eus Wikipedia

(Se)bastian ar Balp a oa bet e penn Emsavadeg ar Bonedoù ruz.

Ganet e oa bet e 1639 e Kerglof (Kernev). Mab e oa da vilinerien. Graet en doa studioù war ar Gwir e Naoned evit dont da vezañ noter real.

Dimeziñ a reas gant Anna Riou e 1662. Mont a reas da di e wreg da chom, e Magoarem (Kerglof). Tri bugel o deus bet : Mari (°1664), Glaoda (°1667), hag Herrietig (°†1675). Goude-se e oant aet da c'h-Garzh ar Groaz da chom.

Drouklazhet e voe e-kerzh nozvezh an 2 d’an 3 a viz Gwengolo 1675, noz kent an emsavadeg vras raktreset, e kastell an Timeur e Poullaouen, gant breur markiz al lec'h, Claude de Percin de Montgaillard.

Interet e oa bet en iliz Kerglof.

Prosez a voe graet da gorf Sebastian ar Balp. Dizouaret e voe, dizempret ha lakaet war ziskouez dirak kastell an Timeur.

Lavaret e veze e oa e benn marv hag e eskern e chapel Sant Drezouarn e Kerglof. Laeret eo bet ar penn-se e 1995.

Skeudenn ar Balp en amzer a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bev-mat eo chomet skeudenn (Se)bastian ar Balp e bro Poc'hêr. E anv zo bet roet da salioù sokiosevenadurel pe da straedoù ar vro. Chom a ra arouez ar werin a sav a-enep ar re c'halloudek ha difenner gwirioù Breizh a-enep ar jakobinelezh ha gwask ar Stad C'hall. Setu perak e vez graet dave dezhañ a vare dre vare gant an Emsav.

  • Gwerz ar Balp, sonenn savet gant Kerlann.
  • BALB (Breuriezh Al Levrioù Brezhoneg), un aozadur savet evit gwerzhañ levrioù brezhonek goude ar brezel.
  • E 2006 e klask Prefed Penn-ar-Bed mirout na vije skeudenn Sebastian ar Balp war panell vrudañ kêr g-Karaez war-hed an hent bras.

(Ur skeudenn eus ar banell-se).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]