Claude de Percin de Montgaillard
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Claude |
Deiziad ganedigezh | 1631 |
Claude de Percin de Montgaillard, bet ganet d'an 13 a viz Genver 1631 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Kerzu 1701, a oa un denjentil, ofiser en arme ar roue Loeiz XIV.
Tiegezh Percin de Montgaillard hag ar Bonedoù ruz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Breur e oa da Charles de Percin de Montgaillard (1634-1675) ha breur-kaer da Renée Mauricette a Bloheg, markizez an Timeur e Poullaouen.
Daou ofiser uhel eus armeoù Loeiz XIV e oa Claude ha Charles. Remerket e oa bet Charles e-kerzh an emgannoù en-dro da Zukark ha graet e voe ur varkizelezh eus e zouaroù e Montgaillard (bremañ en departamant Tarn-et-Garonne) gant Loeiz XIV e 1671.
Anavezet eo an daou vreur e Breizh peogwir e oa Charles pried Renée Mauricette a bPloheg, markizez a dTimeur ha Charles evit bezañ drouklazhet Sebastian ar Balp e-kerzh an nozvezh etre an 2 hag an 3 a viz Gwengolo 1675.
Graet en doa Sebastian ar Balp studioù war ar Gwir a-drugarez da sikour Sebastian a bPloheg, tad Renée Mauricette ha bet e oa bet noter homañ. Chomet e oa e darempred gant ar familh rak, hervez mammennoù 'zo, ez eo Claude en doa aliet anezhañ da chom hep tagañ Montroulez. Deuet e oa da vaner Timeur evit komz gant an daou vreur ha marteze goulenn o sikour pa welas arme Charles d'Albert d'Ailly (dug a Chaulnes) o tostaat. Trenket an traoù etrezo pe raktres a-berzh Claude de Percin de Montgaillard ? N'ouzer ket. Ur wech lazhet Sebastian ar Balp e voe diskaret buan Emsavadeg ar Bonedoù ruz hag e krogas ar gwaskadur a-berzh Stad.
Drouklazhet e voe Charles de Percin de Montgaillard d'e dro d'an 12 a viz Gwengolo 1675. An daou vuntrer a oa noblañsoù eus Bro Karaez. Hervez mammennoù 'zo e tamallent da Charles bezañ re dost ouzh an emsaverien ha mammennoù all a lavar zoken o doa graet o zorfed war urzh an dug a Chaulnes.