Biscuiterie nantaise
Biscuiterie nantaise pe BN zo un embregerezh gounezvouedel diazezet e 1896 e Naoned hag ur merk kenwerzhel gwispid krouet e 1932. Dre astenn-ster e reer "BN" eus ar wispidenn gwarniset hec'h-unan,. An embregerezh a ra bremañ gwispid a bep seurt, krazennoù ha gwestell sec'h e Gwerzhav.
Istor an embregerezh hag ar merk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Biscuiterie nantaise a oa un embregerezh tiegezhel da gentañ, krouet e 1896 gant ur strollad marc'hadourien naonedat plasenn Fransez II en Enez Prad an Dug. Dek miz goude, e 1897, e voe adprenet gant Pierre Cossé ha Pierre Pelletreau. Lañset e voe ar petit breton ha war e lerc'h madalenoù, boudouaroù, makaroñsoù... Etre 1898 ha 1902 e voe tric'hementet ar c'hengreadur. D'an 13 a viz Gouere 1902 e voe skoet al labouradeg gant un tan-gwall, ha serret e voe e-pad 4 miz. E fin ar bloaz e teuas André Lotz-Brissonneau e penn an embregerezh e-kichen Pierre Cossé.
E-pad ar Brezel-bed kentañ e tleas ar BN aozañ an « hard bread » evit ar soudarded war an talbenn. Keveliñ a reas gant an arme stadunanat evit produiñ ar gwispid brezel-se. E 1922, gant he skiant prenet e-pad ar brezel, e lañsas he "Casse-croûte BN" hollvrudet. Ar gwispid simpl ha marc'had-mad-mañ a reas berzh bras e-touez ar vicherourien hag ar skolidi, ganet e oa gwispid ar bobl !
Berzh bras a reas ivez ar « Choco Cas’ Croûte » e 1932 e Frañs a-bezh. E 1936 e voe savet ul labouradeg e Compiègne evit pourchas rannvro Pariz.
E miz Gwengolo 1939 e tarzas an Eil Brezel-bed hag aozet e voe en-dro an « hardbread » ha gwispid proteinet gant BN. E 1947 e yeas Pierre Cossé d'an Anaon, e vab Georges Cossé a gemeras e lerc'h e-kichen Raymond Lotz, mab da André Lotz.
Adalek an hañv 1952 e voe graet "troiad an traezhennoù" evit mont e darempred gant an dud ha brudañ ar "Choco BN", o tigeriñ hent ar marketing eeun. E 1955 e voe cheñchet savlec'hiañ marketing ar BN evit boued lein (soubet el laezh, debret gant amann...).
Etre 1961 ha 1963 e voe savet un unvez treuzfurmiñ nevez 4 000 m² e takad greanterezh ar Vertonne e Gwerzhav, e Gevred Naoned. Graet e vez merennoù-bihan eno, ar Choco BN en o zouez ha liesseurted e voe ar blazioù : vanilha, sivi, abrikez. E 1997 e voe prenet an embregerezh gant ar stroll breizhveuriat United Biscuits, prenet eñ e 2014 gant ar stroll turk Yıldız Holding. E 1965 e voe lañset ar pakad « tiegezhel » 16 "coco" e-barzh. Mont a ra Lionel Cossé da brezidant pennrener war-lerc'h e dad Georges, e-kichen Raymond Lotz
E 1971 e voe lañset skalfad kentañ ar gwispid sall. E 1972 e voe savet ar bomm bruderezh skinwel kentañ.
E 1973 e voe gwerzhet an embregerzh gant ar familhoù Lotz ha Linÿer d'an amerikan General Mills. Digoret e voe ul labouradeg e Compiègnes, serret ar sez istorel Plasenn Fransez II e 1981 ha digoret unan nevez en Enez Beaulieu. Digoret e voe ivez ur greizenn klask ha diorren (K & D) e Gwerzhav. E 1992 e voe prenet an embregerezh gant ar stroll PepsiCo.
E 1998 e voe prenet ar skourr "sukret" gant United Biscuits. E miz Kerzu 2006 e voe prenet United Biscuits gant ar stroll Yıldız Holding evit 2,55 miliard a eurioioù.
Ar wispidenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hollvrudet eo ar BN evit bezañ bet merenn-vihan ar vugale e-pad bloavezhioù ha zoken dekvloavezhiadoù. Graet eo gant ur gwarnisadur etre daou wispid karrez. Lañset e voe e 1932, adlañset meur a wech (ouzhpennet e voe ar vousc'hoarzh e-pad ar mare "PepsiCo"), ar wezh kentañ e miz Gwengolo 2000. An dremm war ar wispidenn a c'hall mousc'hoarzh, met pevar dremm disheñvel a zo bremañ. Chokolad, sivi, vanila, kraoñ-kalvez, flamboez, abrikez ha chokolad-laezh eo ar blazioù. "Mini BN" zo ivez. E gevezel eo ar gwispid Prince e Frañs, graet gant LU .
Brudet int deuet da vezañ e Breizh-Veur ivez. Pa voent aet kuit eus ar marc'had e 2003 e voe savet sinadegoù gant ar Vreizhveuriz, ha deuet e voent en-dro e 2022 pe 2023 dindan anv "McVitie's BN" ha gant al lugan 'Taste the Smile'.