Mont d’an endalc’had

Koad Princé

Eus Wikipedia
Koad Princé
Kartenn gCassini o skeudenniñ ar c'hoad hag e drowardroioù.
Kartenn gCassini o skeudenniñ ar c'hoad hag e drowardroioù.
Anv gallek Forêt de Princé
Melestradurezh
Bro Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumun Keverieg (Kalaved-Raez)
Statud Koad prevez
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ 47.15484°, 1.89548°]
Gorread 585,01 ha
Uhelderioù bihanañ 15 m — brasañ 55 m
Gwez Derv, pin

Koad Princé zo ur c'hoad prevez e kumun Kalaved-Raez (kumun gozh Keverieg), e Bro-Raez e su Breizh.

En em astenn a ra ar goadeg war 585 hektar e norzh kumun Keverieg hag a zo gwarezet evel un takad natur a laz ekologel, evit al loened hag ar plant.

Un dervenneg eo evit an darn vrasañ[1].

Peulvan la Pierre Levée

E fin an XIvet kantved e voe plantet ar goadeg[2].

Arz meurvaenel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E reter koad Princé emañ maen-hir la Pierre Levée, ur meurvaen 4 500 a vloavezhioù kozh hag a ziskouez ez eo poblet ar c'horn-bro-mañ abaoe pell. Meur a vojenn a vez kontet diwar-benn ar maen-hir-se, hervez an hini vrudetañ e vije bet taolet gant Jili Raez ha lâret e vez ma troer seizh gwech en-dro d'ar peulvan en un nozvezh diloar e teu an Diaoul war-wel ivez[3].

Kroaz Vandeiz, pe la Croix des Vendéens e galleg, savet e koun ar re bet lazhet er c'hoad e-pad brezel Vande.

Brezel Vendée

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 5 a viz Mae 1794 e eas tud da repuiñ d'ar c'hoad, da dec'hout diouzh an Arme Republikan e-pad Brezel Vendée. Lazhet e voe ennañ 2000 vandead eus arme Charette. E 1962 e oa savet "Kroaz Vandeiz" e koun ar re bet lazhet eno, gant kevredigezh ar Souvenir Vendéen.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]