Mont d’an endalc’had

Koad Chevré

Eus Wikipedia
Koad Chevré
Koad Chevré en diskar-amzer.
Koad Chevré en diskar-amzer.
Anv gallek Forêt de Chevré
Melestradurezh
Bro Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Kumun Beuzid-ar-C'hoadoù, Kastell-Bourc'h, Egineg, Marbereg, Sant-Yann-ar-Gwilen ha Servon
Statud Koad departamant, koad prevez
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ , ]
Gorread 1 913,47 ha
Uhelderioù bihanañ 45 m — brasañ 116 m
Gwez Derv, pin, faou

Koad Chevré zo ur c'hoad er reter da Roazhon hag en em astenn war 1 913 hektar e kumunioù Beuzid-ar-C'hoadoù, Kastell-Bourc'h, Egineg, Marbereg, Sant-Yann-ar-Gwilen ha Servon[1].

Kemenn gwerzhañ koadegi ar Perzh ha Chevré er gazetenn Le Pays e miz Meurzh 1856 gant "Govelioù Port-Brillet" (embannadur an 12 a viz Meurzh 1856).

Anvet e voe ar c'hoad diwar kêriadenn Chevré, ur voudenn-gastell gozh ha pouezus gwezhall e Beuzid-ar-C'hoadoù, er biz d'ar goadeg.

Da-geñver e bolitikerezh gwarez an takadoù naturel e prenas kuzul-meur Il-ha-Gwilen e 2002 al lodenn reter eus koad Chevré. Koad La Corbière a vez graet eus ar c'hoadig-se hag en em astenn war 627 hektar.

Liested ar vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stank La Pagerie a zo renablet evel un TNLELP a live 1[2].

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) TNLELP/ZNIEFF 530008156 - Forêt de Chevré
  2. (fr) TNLELP/ZNIEFF 530005978 - Étang de la Pagerie