Mont d’an endalc’had

Koad ar C'hrannoù

Eus Wikipedia
Koad ar C'hrannoù
Kalvar ar C'hrannoù
Kalvar ar C'hrannoù
Anv gallek Forêt du Cranou, Forêt du Crannou
Melestradurezh
Bro Kernev Kernev
Departamant Penn-ar-Bed
Kumun Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h, Hañveg, Lopereg hag Ar Faou
Statud Koadeg-domani (625 ha), koad prevez
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ 48° 19′ 02″ N, 4° 05′ 00″ K]
Gorread 828 ha
Uhelderioù bihanañ 55 m — brasañ 275 m
Gwez Derv, Faou, Pin


Koad ar C'hrannoù zo ur goadeg-domani ha prevez, evit an darn vrasañ e Hañveg hag er Faou (kumun gozh Remengol) e Bro-Gerne, e Penn-ar-Bed. En em astenn a ra war 828 hektar, en o zouez 625 ha er goadeg-domani[1]. Koad brasañ an departamant eo hag e park rannvroel an Arvorig emañ.

Sant Pereg en deus bevet war-dro ar bloavezh 600 er c'hoad evel ur penitiour. Diwar e anv e teu anv kumun Lopereg, e su d'ar c'hoad.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. TNLELP/ZNIEFF 530002086 - Forêt du Cranou