Mont d’an endalc’had

Koad Mesnil

Eus Wikipedia
Koad Mesnil
An daol-vaen "Maison des fées" (ti ar boudiged) e koad Mesnil.
An daol-vaen "Maison des fées" (ti ar boudiged) e koad Mesnil.
Anv gallek Forêt du Mesnil
Melestradurezh
Bro Bro-Zol Bro-Zol
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Kumun Mesnil-Roc'h (Trese, Lanhelen), Ar Granneg, Minieg-Morvan ha Bonmaen
Gwarez TNLELP
Statud Koadeg-domani
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ 48° 29′ 13″ N, 1° 50′ 07″ K
Gorread 702 ha
Uhelderioù bihanañ 43 m — brasañ 76 m
Gwez Derv, faou, pin

Koad Mesnil[1] zo ur goadeg e biz Breizh, e kumun nevez Mesnil-Roc'h hag Ar Granneg en Il-ha-Gwilen hag e Bro-Zol. En em astenn a ra war 702 hektar ha meret eo gant Ofis Broadel ar C'hoadeier[2].

Emañ koad Mesnil er gevred da aber ar Renk ha nepell diouzh koad Koetken er mervent.

Treuzet eo ar c'hoad a norzh da su gant an hent-departamant 73 a stag Komborn ouzh Sant-Maloù, hag a reter da gornôg gant an hent-departamant 9 a stag Ar Granneg ouzh Trese.

Perc'henn e oa Robert Surcouf war ar c'hoad ha chaseal a rae eno. Prenet e oa bet gant ar stad c'hall e 1933 ha deuet eo da vezañ ur goadeg-domani meret gant Ofis Broadel ar C'hoadeier.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ti ar boudiged

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kornôg ar c'hoad, nepell diouzh kêr Dres, emañ an daol-vaen "la maison des fées" (ti ar boudiged), un alez toet bet rummet monumant istorel abaoe 1886. Furchadegoù zo bet graet hag adkempennet eo bet e 1931.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]