Mont d’an endalc’had

Koad Sant-Albin-an-Hiliber

Eus Wikipedia
Koad Sant-Albin-an-Hiliber
Peulvan e Koad Sant-Albin-an-Hiliber.
Peulvan e Koad Sant-Albin-an-Hiliber.
Anv(ioù) all Koad Haute-Sève
Anv gallek Forêt de Haute-Sève, Forêt de Saint-Aubin-du-Cormier
Melestradurezh
Bro Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Kumun Sant-Albin-an-Hiliber, Magoerioù-ar-C'houenon, Gwaharzh, Goneg ha Herzieg-Liverieg
Gwarez Natura 2000, TNLELP
Statud Koadeg-domani
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ 48° 16′ 44″ N, 1° 28′ 30″ K
Gorread 933 ha
Uhelderioù bihanañ 54 m — brasañ 117 m
Gwez Derv, faou, pin

Koad Sant-Albin-an-Hiliber, pe Koad Haute-Sève, zo ur goadeg hag en em astenn war 933 hektar[1] er biz da Roazhon, e kumunioù Sant-Albin-an-Hiliber, Magoerioù-ar-C'houenon ha Gwaharzh dreist-holl, en Il-ha-Gwilen hag e Bro-Roazhon. Meret e vez gant Ofis Broadel ar C'hoadeier.

Istor ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bern peulvanoù zo e darn su ar goadeg ha pemp anezhe zo enskrivet monumant istorel[2]. Aspadennoù ur steudad meurvein a gaver eno moarvat.

E-tro an XVIIIvet kantved e veve er c'hoad koadourien, glaouerien, saboterien ha govien.

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]