Mont d’an endalc’had

Koad Lannoez

Eus Wikipedia
Koad Lannoez
Hentig e kreiz koad Lannoez
Hentig e kreiz koad Lannoez
Anv gallek Forêt de Lanouée
Melestradurezh
Bro Bro-Valoù Bro-Sant-Maloù, Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Departamant Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor
Kumun Ar Govelioù, Lannoez, Ar C'hrav-Sant-Laorañs ha Pluvaeg
Statud Koad Prevez (90%), Koad perc'hennet gant ur gevredigezh
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ , ]
Gorread 4195,94 ha
Uhelderioù bihanañ 47 m — brasañ 116 m
Gwez Derv, Faou ha Kelenn

Koad Lannoez eo trede koad brasañ Breizh, war-lerc'h koad Pempont ha koad ar C'havr. Estreget kumun Lannoez, en em astenn ar c'hoad dreist-holl e kumun Ar Govelioù war 4 195,94 ha. E 2007, an darn vrasañ eus ar c'hoad zo bet prenet gant ur gompagnunezh etrebroadel c'hall[1].

Kartenn dopografek Koad Lannoez

Kozh-Noe eo ar c'hoad-mañ ha gwall drenk e zouar. Emañ 90% eus ar c'hoad e kumun Ar Govelioù hag ar peurrest zo e Lannoez, er C'hrav-Sant-Laorañs hag e Pluvaeg e Bro-Sant-Brieg.

Un daouarc'heg rummet evel un TNLELP eo lodenn gwalarn ar c'hoad abalamour ma vez kavet ar plant Myrica gale, Pinguicula lusitanica ha glizheolez-delioù-hir du-hont. Gwez-derv, faou ha kelenn a vez kavet a-hont ivez.

Tri-ugent bennak spesad laboused, o vont da get evit un darn, 'zo bet renablet ennañ.[1]

Etre 1756 ha 1886 e voe korvoet ar c'hoad evit pourchas govelioù Lannoez.

Ur gorread a 3 800 hektar, da lavaret eo 90% eus ar c'hoad, zo bet prenet e 2007 gant kompagnunezh Louis-Dreyfus, homañ he deus gwerzhet an takad-mañ e 2015 d'ar gompagnunezh ganadian Boralex hag he deus kroget da zifraostañ ar c'hoad hep tamm aotre ebet war un 12 km² bennak evit plantañ ur park rodoù-avel a rankje distrujañ 331 ha (8,7 %, eus ar c'hoad)[2]. Dre ma n'he doa Boralex tamm aotre ebet da gregiñ gant an difraostañ e oa bet harzet ar chanter gant lez-varn Roazhon d'an 11 a viz Gouere 2017.

Ne oa ket fin ar raktres avat[2], adprenet eo bet ar c'hoad gant ur strollad all ha daneveller publik an Naoned a erbed kenderc'hel gant al labourioù, a-hed-all eo staliet sichennoù betoñs ar rodoù-avel ha ledanaet ha teret eo an hentoù dija[3]. Ensellet eo ar raktres gant ar C'huzul-Stad e miz Here 2019[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]