Trenkenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un drenkenn a zo ur c'hediad kimiek hag a vez termenet dre vras gant an dazgweredoù gant un doare all a gediad kimiek kenglotaus, ar bazennoù.

Termenadurioù[kemmañ]

An drenkegezh a voe termenet da gentañ gant Svante August Arrhenius e fin ar XIXvet kantved : un drenkenn a zo ur c'hediad kimiek hag a c'hell dieubiñ protonoù (ionoù H+) en un dourenn hag ur vazenn ur c'hediad kimiek gouest da zieubiñ ionoù hidroksid (HO-) en un dourenn. Met ne oa ket hollek a-walc'h an termenadur ha ne zisplege ket bazegezh kediadoù kimiek 'zo ha na zieubent ket a HO- en dourennoù.

Pennadoù liammet[kemmañ]