Bonmaen
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Bonmaen | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
Anv gallaouek | Bonemein | |
Anv gallek (ofisiel) | Bonnemain | |
Bro istorel | Bro-Zol | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Sant-Maloù | |
Kanton | Komborn | |
Kod kumun | 35029 | |
Kod post | 35270 | |
Maer Amzer gefridi | Marcel Piot 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | KK Breizh ar Romantelourien | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Maloù | |
Lec'hienn web | http://www.bonnemain.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 553 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 65 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 65 m bihanañ 43 m — brasañ 108 m | |
Gorread | 23,77 km² | |
kemmañ ![]() |
Bonmaen a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Komborn e departamant Il-ha-Gwilen.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 93 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,41% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas daou soudard ag ar gumun abalamour d'ar brezel [3].
- D'an 12 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez B-24H (anvet "Squat'N Droppit" marilhet 41-28710 ha kodet CT-P) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) e "La Boulaie" e Bonmaen; un nijour a voe lazhet, unan a voe tapet d'an Alamaned, an eizh nijour all a zeuas a-benn da adkavout o c'henvroidi[4].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: ur milour a varvas e Novi e departamant Orléansville e miz Meurzh 1960 [5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Varzhin ha Sant Samzun, adsavet e dibenn an XIXvet kantved.
- Ar presbital kozh, 1723.
- Porzh ar vered, XIXvet kantved.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb