Egineg
Egineg | ||
---|---|---|
![]() Milin Egineg war ar Gwilen. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Acinyae | |
Anv gallek (ofisiel) | Acigné | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Liverieg | |
Kod kumun | 35001 | |
Kod post | 35690 | |
Maer Amzer gefridi | Olivier Dehaese 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | http://www.ville-acigne.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 865 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 232 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 35 m bihanañ 29 m — brasañ 96 m | |
Gorread | 29,55 km² | |
kemmañ ![]() |
Egineg (Acigné e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Liverieg e departamant Il-ha-Gwilen.
Eginegiz hag Eginegadezed a vez graet eus hec'h annezidi.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 10 km zo eus Egineg da Roazhon, ar gêr vras er c'hornôg dezhi, e kember ar stêrioù Chevré ha Gwilen hag a ziskouez, peurgetket, he bevenn su gant kumun nes Noal-ar-Gwilen.
- Darempredet e vez Egineg gant hent-houarn Roazhon-Ar Mañs dre harz Noal-Egineg.
- Kumunioù amezek : Saozon-Sevigneg; Torignieg-Fouilharzh; Liverieg; Beuzid-ar-C'hoadoù; Servon; Brec'heg; Noal-ar-Gwilen
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- A. Marteville et P. Varin (1843) : Parochia de Acigneio.
- Dauzat et Rostaing (1963-1978) : "de Accigneio, war dro 1330; diwar anv den latin *Accinius (> Accius) + lostger -acum".
- J-Y Le Moing (1990) : "Acigniacum, 1030 Ab. Bossard; B.N
- Erwan Vallerie (1995) : "Aciniacum 1030; Acigniacum 1030; de Accigneio 1330'.
- Embannadurioù Flohic : diwar anv-den galian ha roman Accinius pe diwar accinere, "gourizañ", daveiñ d'an div stêr war dro ar gumunn.
Ardamez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Froger & Pressensé :
En erminoù, e dreustell divouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
Ardamez familh Acigné, XIIIvet
An dresadenn roet amañ a zo fazius : un dreustell divouedet ne ya ket betek al lezoù (cf Gourdon de Genouillac, p. 3, bann 2; tresadenn reizh gant Froget ha Pressensé, p. 68).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kent 1790[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
J.B Ogée, p. 36 : war ar stêr Gwilen, 2 lev biz-reter Roazhon, e eskopti hag e eil-dileuriadurezh
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 70 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,09% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas seizh den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1919[4] | ?? | de Tréverret | - | |
1971 | 1989 | Michel Simonneaux | - | |
1989 | - | Guy Jouhier | PS | Kuzulier-departamant (1998-2011) |
2014 | → bremañ | Olivier Dehaese[5] | PS | Ijinour |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alan a Egineg, un aotrou meur a Vreizh, e stourmas ouzh Richarz, roue Bro Saoz, evit dieubiñ Koñstansia, intanvez Jaffrez II, lazhet e 1186, hag ouzh Yann Dizouar goude muntr Arzhur In.
- Pêr a Egineg, mignon da Loeiz a Anjev, e stourmas gantañ a-enep ar Saozhon e Gwiana, e Poatev, ha lec'hioù all. Goude se e eas gant e vignon da vrezeliñ e Provañs, Naplez, Sikilia. Goude marv Loeiz er brezel se, deut eo en dro e-kichen Mari a Vreizh, intanvez Loeiz, en em lakas da servijout Loeiz II, dug Anjev evit adkemer rouantelez Naplez. Savet senesal meur a Brovañs, hag anvet "ar marc'heg dizaon ha direbech". Loeiz II e roas dezhañ baronelezhioù Merarques ha Val-Frenetie hag e werzhas dezhañ, evit nebeut, beskontelezh Grimaud-Reilland. Pêr a Egineg e varvas e Vienna, e Daofinelezh, hag interet en iliz Sant-Anton, gant e gwreg Elen a Anguien.
- Yann a Egineg, breur Pêr, e oa gant 120 marc'heg brezhon ouzh emgann Nicopolis, e bro Turki, e 1396.
- Yann a Egineg, mab bihan an hini diaraok, marc'heg urzhioù ar roue (1), denjentil kambr ar roue, letanant-jeneral evit Breizh.
- Yann a Egineg, mab an hini diaraok, e oa e Milan e 1521, ha gemeras perzh ouzh emgann Pavia.
- Fañch a Egineg, bet lazhet e-kerzh emgann Monkontour, e bro Poatev, e 1579.
- Yann a Egineg, e vab, n'en eus ganet paotr ebet. E verc'h, Judith a Egineg, a zo bet dimezt da Charlez a Gosse, kont Brissac, marichal c'hall, marc'heg urzhioù ar roue, e letanant-jeneral evit Breizh. Herri IV, roue Frañs, e savas Egineg da varkizelezh e 1609.
(1) : Nac'het eo an dra se gant Marteville & Varin : urzh ar Spered Santel, urzh ar Roue, a zo bet savet nemet e 1578. Asañtiñ a reont gant Urzh Sant-Mikael evit Yann a Egineg.
Echu evit ar poent. Skridoù mat da reizhañ, ma'z ez eus ezhomm.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Acigné,
aotrounez al lec'h se |
en erminoù, e dreustell divouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour |
![]() |
d'Argentré,
aotrounez les Forges |
en argant e groaz pavek en glazur |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Wachtendonk | 1980 |
![]() |
Șeica Mare | 1993 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne; war dro 1780;
- MM. A. Marteville et P. Varin, warlec'hien Ogée, 1843.
- Albert Dauzat et Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux de France. Embannadurioù Guénégaud. Paris. 1963.
- Jean-Yves Le Moing : Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne. Coop Breizh. 1990
- Embannadurioù Flohic : Le patrimoine des communes d'Ille-et-Vilaine. 2000
- Erwan Vallerie : Traité de toponymie historique de la Bretagne. (3 volumes). Embannadurioù An Here. 1995.
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine. 2008.
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Les élections des maires : arrondissement de Rennes, L'Ouest-Éclair, 11 Kerzu 1919, n° 7269.
- ↑ « Olivier Dehaese a été élu maire de la ville », (Ouest-France, 30 Meurzh 2014.