Keverieg
Keverieg | ||
---|---|---|
![]() Iliz katolik Sant Yann-Vadezour. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Cheméràè | |
Anv gallek (ofisiel) | Chéméré | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Bourc'hnevez-Raez betek 2015, Machikoul abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44040 | |
Kod post | 44680 | |
Maer Amzer gefridi | Georges Leclève (dileuriet) 2016-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù Kalon Bro-Raez | |
Bro velestradurel | Bro Raez Atlantel | |
Lec'hienn web | http://www.chemere.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 472 ann. (2013)[1] | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 10 m bihanañ 2 m — brasañ 60 m | |
Gorread | 37,31 km² | |
kemmañ ![]() |
Keverieg (Chéméré e galleg) a oa ur gumun e Breizh, adalek 1790 betek ar 1añ a viz Genver 2016, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro. Hiriv emañ e kumun Kalaved-Raez.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Camariacus, XIvet
Gerdarzh
- Dauzat & Rostaing ː gwelout Cambray = kinig iskiz ǃ diwar un anv den galian-ha-roman Camarus, lesanv (diouzh latin cammarus = legestr ?ǃ)
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En argant e groaz divouedet en gul, heuliet gant un arbenn ejon ouzh pep konk
Skoed koz, bet adsavet gant Ao. Durivault e 1946.
Keverieg e oa ur marc'had saout brudet
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Keverieg e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Arzhon hag e Bann Pembo. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Pembo. Lakaet e voe e Kanton Bourc'hnevez e 1801(fr)[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 63 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,95% eus he foblañs e 1911[3].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas daou zen eus ar gumun hervez monumant ar re varv[4].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Machikoul pa voe diskaret Kanton Bourc'hnevez-Raez e 2014[5].
- D'ar 1añ a viz Genver 2016 e voe kendeuzet kumunioù Arzhon-Raez ha Keverieg d'ober ur gumun nevez, Kalaved-Raez[6].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell Bois-Rouaud.
- Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[7].
- Iliz katolik Sant Yann-Vadezour.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Keverieg
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Mémorial Genweb
- ↑ (fr)Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ (fr)ouestfrance.fr d'ar 6 a viz Genver 2016
- ↑ (fr)Memorial Genweb