Kanton Arzhon
Neuz
(Adkaset eus Kanton Arzhon-Raez)
Kanton Arzhon a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krouet e voe e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Pembo. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Pembo. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[1].
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanton Arzhon a yae pemp kumun d'ober anezhañ :
- Arzhon-Raez, penn ar c'hanton,
- Kalveg,
- Keverieg,
- Mousteroù-Raez,
- Prigny.