Mojennoù Breizh

Eus Wikipedia
Mojennoù Breizh

Titl Mojennoù Breizh
Aozer·ez Jérôme Palud
Marianne Larvol
Doare Dastumad
mojennoù
Yezh Brezhoneg

Embanner TES
Lec'h Sant-Brieg
Bloaz 2013

Ment 14,4 x 21,7 cm
Pajennoù 44 (+ 1 CD)
Keinadur Krafet

ISBN 978-2-35573-124-2

Mojennoù Breizh zo un dastumad 8 mojenn vreizhat embannet e stumm ul levrig brezhonek gant TES e 2013.
Jérôme Palud en deus kinniget an istorioù, a zo skeudennaouet gant Marianne Larvol. Ur CD zo gant al levrig, ma klever Marie Kermarec ha Goulc'han Kervella o lenn ar mojennoù.

Taolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Porzh al Louarn
Diwar ur vojenn bet dastumet gant Mikael Madeg er bloavezhioù 1980, a zo bet embannet e Poent zo bet e Bro-Leon (1992-2004) gant Emgleo Breiz.
  • Ar gannerez-noz
Diwar ur vojenn bet dastumet gant Fañch an Uhel (1821-1895).
  • Ar C'hwilostenn gozh
Diwar ur vojenn bet dastumet gant F. an Uhel.
  • Barbaig Loc'ho
Diwar ur vojenn bet dastumet gant F. an Uhel.
  • Pont an Diaoul
Skrivet gant Goulc'han Kervella, diwar ur vojenn a vez kontet en e vro.
  • Morganez Enez-Eusa
Diwar ur ur skrid gant Mikael Madeg embannet e Poent zo bet e Bro-Leon adalek ur vojenn bet dastumet gant F. an Uhel.
  • Karr an Ankou
Diwar Le char de la mort, kontet gant Anatol ar Braz (1859-1926) e La Légende de la mort chez les Bretons armoricains, III,2.
  • Aerouant Botkest
Diwar ur vojenn bet dastumet gant Soaig Jonkour (1871-1946), embannet er gelaouenn Sav etre 1938 ha 1942, hag adembannet e Kontadennou Soaig Jonkour, Emgleo Breiz, 1994.