Mont d’an endalc’had

An Turball

Eus Wikipedia
An Turball
Ar porzh-pesketa.
Ar porzh-pesketa.
Ardamezioù
Anv gallaouek La Tróball
Anv gallek (ofisiel) La Turballe
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Sant-Nazer
Kanton Gwenrann
Kod kumun 44211
Kod post 44420
Maer
Amzer gefridi
Didier Cadro
2020-2026
Etrekumuniezh Tolpad-kêrioù Kab Atlantel
Bro velestradurel hini ebet
Lec'hienn Web www.mairie-laturballe.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 862 ann. (2020)[1]
Stankter 262 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 20′ 47″ Norzh
2° 30′ 20″ Kornôg
/ 47.3463888889, -2.50555555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 6 m
bihanañ 0 m — brasañ 45 m
Gorread 18,53 km²
Lec'hiañ ar gêr
An Turball

An Turball a zo ur gumun eus Bro-Wenrann, e departamant al Liger-Atlantel, e Su Breizh hag e rannvro Broioù-al-Liger. Turballiz eo anv an annezidi. Ur porzh-pesketa hag ul lec'h touristel eo war un dro.

Penn Bronn hag e goad a-gleiz, e lec'h ma teu tre an dour-mor er paludoù-holen.

Emañ kumun an Turball e gourenez Gwenrann, e Kornôg ar paludoù-holen. Kelc'hiet eo gant kumunioù Gwenrann er Reter, Penc'herieg en Norzh hag ar Groazig er Su, en tu all da Benn Bronn. Rannet eo ar gumun a-vremañ etre div barrez : hini an Turball hag hini Treskalan. Un draezhenn hir, ar Pored Bras he anv abalamour da uhelder hec'h erin, zo etre Penn Bronn hag ar porzh. Koad Penn Bronn, etre an draezhenn-se hag ar paludoù-holen, a zo ur c'hoad gwez-pin gwarezet. E Penn Bronn ivez e voe savet ur yec'hedva e dibenn an XIXvet kantved. En Norzh d'ar porzh eo kalz roc'hekoc'h an aod. War an dorgenn uhelañ emañ iliz Treskalan e lec'h ma'z eus ur gwel dispar war ar paludoù. Kêriadennoù all a gaver war diriad ar gumun, evel Koazpean[2], Melinieg, Forn Vihan, Lauvergnac, Trevali h.a. Meur a vaner hag a vilin a voe savet el lec'hioù-se.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz Treskalan.
Iliz Treskalan.

Meneget e voe an Turball evit ar c'hentañ gwech e 1452. Er mare-se ne oa ket ur vourc'h c'hoazh met ur strollad bihan a diez e krec'h an erinoù. Ar gêr a ziwanas e-barzh breuriezh Treskalan a oa dindani un darn eus kêriadennoù parrez Gwenrann. E 1698 e voe savet ur chapel e Treskalan. (Adsavet e oa bet an iliz a vremañ e 1847.)

  • E 1836 e oa 219 den o chom en Turball, 30 pesketaer en o zouez.
  • E bloaz 1847 e teuas breuriezh Treskalan – evel hini Koazpean – da vezañ ur barrez dizalc'h. Er bloaz-se e oa dija muioc'h a annezidi en Turball eget e Treskalan.

Dre na baouezas ket da greskiñ ar pesketaerezh e teuas an Turball da vezañ ur gumun d'ar 17 a viz Mae 1865. Krouet e voe diwar ul lodenn eus tiriad kumun Gwenrann ha lakaet e voe e Kanton Gwenrann[3]. Daou viz war-lec'h e voe dilennet he c'hentañ maer, Alfred Pellier[4].

  • Mervel a reas 100 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,55% eus he foblañs e 1911[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Intron-Varia an Druez, e Treskalan, luc’hskeudennoù[7],[8].
  • Iliz katolik Santez Anna, bet savet e 1852, luc’hskeudennoù[9],[10].
  • Chapel e Penn-Bronn, luc’hskeudennoù[11],[12].
  • Kroaz Brogard.
  • Kastell Lauvergnac e Penn-Bronn, 1824-1887.
  • Monumant ar re varv er Brezel-bed kentañ, luc’hskeudenn[13].
  • Plakenn ar re varv er Brezel-bed kentañ en iliz katolik Intron-Varia an Druez e Treskalan[14].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 4 (Tirlu) (dianv :1)
Hollad 4

Pevar soudard a zo douaret e bered An Turball. Diwar an tri anavezet o anv, daou a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer[15].

Ardamezouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • En glazur e beder sardinenn en argant treustellet an eil dreist eben ; e c'hab en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel.
  • Sturienn : "War-raok atav" ("Toujours plus avant" e galleg).
  • Skoed degemeret gant Kuzul kêr d'an 13 a viz Gouhere 1972 hag enrollet d'an 19 a viz Gouhere 1972.

Sevenadur hag henvoazioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Panell degemer divyezhek.

Gouel Santez Anna

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouel Maeronez ar besketaerien a zo e diwezh miz Gouhere. Kregiñ a ra hemañ gant un oferenn war ar porzh. War-lec'h e pella ar bigi-roueder evit bennigadenn ar mor. Bannet e vez ur vanalenn e koun ar re gollet war vor.

Gouel ar Sardin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep bloaz e vez renket ur gouel poblek e hanter-Gouhere hag hanter-Eost. War ar porzh e vez tu eus unnek eur mintin betek dibenn an nozvezh da zebriñ sardined, ar pesked a zo arouez ar gêr.

Festival Anna Vreizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dugez a blije dezhi kalz Bro-Wenrann. E 1505 e profas teir c'hurun : unan aour da Wenrann, unan arc'hant da Selak hag unan gouevr da Drescalan. Lakaet e oa ar c'hurunioù war bennoù ar gwragez nevez. Kollet e oa bet an div gentañ e-pad an Dispac'h gall met hini Treskalan a zo anezhi c'hoazh. Renevezet e oa bet en XIXvet kantved.

Savet e oa kentañ festival Anna Breizh e Gwenrann e 1995. E 2006 e oa bet aozet en Turball. D'ar c'houlz-se e oa bet diskouezet kurunenn an dugez en ti-kêr.

Isframmadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul levraoueg enni muioc'h eget 17 110 diell a gaver en Espace Garlahy. Eno e vez aozet abadennoù buheziñ ivez : ur c'hlub-lenn evit ar vugale, arvestoù, diskouezadegoù...

E Treskalan he doa prennet ar gêr ar fiñvskeudennva a oa perc'henn warni ur gevredigezh bet krouet e 1995. Renevezet e oa bet ar sal hag addigoret d'ar c'hentañ a viz Gouhere 2000. Klaset eo er rummad "arz hag esae".

Koc'hu-pesked porzh-pesketa an Turball.

Bez' eo porzh an Turball Porzh-pesketa kentañ Liger-Atlantel gant 81 bag-roueder. Porzh kentañ an aod atlantel eo ivez evit ar sardin hag ar genoù-kamm. E 2000 e oa produet 15 000 tonad pesked (talvoud : 180 milion lur). Bep vloaz e vez produet 7000 tonad genoù-kamm. Labourat a ra 300 den evit ar porzh. Bemdez er sizhun e vez renket ur werzhidigezh e sav-taol adalek 6 eur[16].

Porzh-plezañs an Turball a ginnig 345 plasenn, 30 evit ar weladennerien en o zouez. Er gumun e kaver ivez un dakad-dornvicher a vod 42 embreg war ur gorread a 8 hektar. Ouzhepenn-se eo ivez an Turball un hañvlec'h a bouez.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered an Turball
Prantad Anv Strollad
1865-1874 Alfred Pellier
1874-1881 Arthur de la Tocnaye
1881-1886 François Naud
1886-1888 Émile Duriec
1888-1892 Albert Guet
1892-1902 François Naud
1902-1913 René Pellier
1913-1925 Louis Gouret
1925-1927 Gustave Bocquien
1927-1935 Pierre Nogues
1935-1941 Jean Anezo
1941-1945 Constant Lemoine
1945-1957 Jules-Alexandre Bernard
1957-1965 Jean-Louis Trimaud
1965-1983 Raymond Famchon
1983-1989 Philippe Pigeon
1989-2014 René Leroux Strollad Sokialour Gall
2014-2020 Jean-Pierre Branchereau Tu-dehou
abaoe 2020 Didier Cadro Tu-kleiz

Gevellet eo an Turball gant :

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. N'en doa ket aozer ar pennad-mañ tu da gavout anvioù ar c'hêriadennoù-se e brezhoneg. Setu perak ez eus bet klasket treiñ lod diouto diwar ar galleg. Ma anavezit an anvioù orin, divankit-i, mar plij ganeoc'h
  3. (fr)Cassini - EHESS - Fichenn ar gumun
  4. (fr)La Turballe : Les hommes / le terroir / la mer gant J.-P. Le Pape.
  5. (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
  6. Ar c'heloù diwar-benn an Turball e-pad ar brezel a oa bet dezrevellet gant un annezad.
  7. (fr)infobretagne.com
  8. (fr)Clochers de France
  9. (fr)infobretagne.com
  10. (fr)Clochers de France
  11. (fr)infobretagne.com
  12. (fr)Clochers de France
  13. (fr)Memorial Genweb
  14. (fr)Memorial Genweb
  15. Commonwealth War Graves Commission
  16. S.o. : https://web.archive.org/web/20160110114352/http://port-peche-turballe.fr/.
  17. Le P'tit Turballais, lizher kelaouiñ an Ti-kêr, No. 22, Eost-Gwengolo 2017.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]