Tour-tan ar Stif
![]() | |
| Lec’h | Eusa, Frañs |
|---|---|
| Daveennoù lec'hiañ | |
| Tour | |
| Savet | 1699 |
| Dafar | maen |
| Emgefreekaet | 1993 |
| Uhelder | 32,4 metr |
| Uhelder diwar live ar mor | 91,8 metr |
| Statud gladel | monumant istorel rummet |
| Gweladenniñ | ya, en hañv |
| Annezet | n’eo ket |
| Gouloù | |
| Enaouet evit ar wech kentañ | 1700 |
| Uhelder fokalenn | 85 metr |
| Lentil | lentil Fresnel eus ar renk kentañ |
| Diraez | 22 mil-mor |
| Doareenn ar sinal | Fl(2) R 20s |
Tour-tan ar Stif zo un tour-tan en enez Eusa, e reter an enezenn. Savet eo bet war ar vri, uhel a-us ar mor.
E dibenn ar XVIIvet kantved e voe divizet gant Vauban lakaat sevel tourioù-tan en Eusa, e kornôg hag e reter an enezenn, evit heñchañ al listri kenwerzh a oa o vont eus ar Mor Atlantel da Vor Breizh. E 1700 e voe enaouet an tour-tan kentañ savet a-us bae ar Stif.
En deroù ne veze enaouet nemet e-pad ar goañv : etre miz Here ha miz Meurzh. Gant ar gward e veze graet tan e beg an tour, gant keuneud pe gant glaou, lakaet da zont eus Bro-Saoz. Klemm a rae ar voraerien peogwir ne veze enaouet nemet a-wechoù. Adalek 1720 e voe enaouet a-hed ar bloaz. E 1784 e voe gwelet an traoù pa voe staliet ur mekanik goulaouiñ dre lampoù eoul gwarezet gant gwerennoù, fardet gant Tourtille-Sangrain. Neuze e c’halle an tour-tan chom war enaou e-pad pell.
E 1831 e voe gwellaet an traoù c’hoazh pa voe lakaet ferennoù Fresnel. E 1899 e voe lakaet ur reizhiad pellskrid etre tour-tan ar Stif ha hini Enez Werc’h, e Plougerne. E 1957 e voe tredanet ar goulaouiñ hag e 1993 ez eas kuit ar gward diwezhañ. Bremañ e vez pellgontrollet eus tour-tan ar C'hreac'h. E 1978 e voe savet un tour radar uhel en e gichen.


