Tour-tan ar Gazeg
Lec’h | Eusa, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1911 |
Emgefreekaet | 1991 |
Uhelder | 47,5 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 42,6 metr |
Mammenn energiezh | energiezh an heol |
Statud gladel | monumant istorel rummet |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 1911 |
Uhelder fokalenn | 47,4 metr |
Diraez | 21 mil-mor |
Doareenn ar sinal | Fl(3) R 15s |
Tour-tan ar Gazeg[1] zo un tour-tan savet el lark da Eusa, er mervent d’an enezenn.
Savet e voe an tour-tan etre 1904 ha 1911, gant arc’hant profet gant ur madoberour anvet Charles-Eugène Potron. Emañ war ur garreg vihan anvet "ar Gazeg Kozh"[2], un 300 metr bennak diouzh douar-bras Eusa. Unan eus tourioù-tan brudet enez Eusa eo, gant hini ar C'hreac'h.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ tour-tan ar Gazeg en un tolead arvarus, e-kreiz redoù-mor kreñv ha meur a vag zo aet d’ar strad dre eno : ur vag ha tregont a reas peñse eno etre 1888 ha 1904[3]. Brudet a-walc’h eo peñse al lestr saoz Drummond Castle, a yeas da goll e-pad an noz etre ar 16 hag ar 17 a viz Mezheven 1896, ha ma voe beuzet 258 den.
E 1904 e voe divizet gant ar gouarnamant gall lakaat sevel un tour-tan war unan eus ar c’herreg a oa er mervent da Eusa. Charles-Eugène Potron, un ezel eus ar Société de Géographie de Paris, a oa o paouez mervel, en doa legadet 400 000 lur gall evit sevel un tour-tan dre eno. Asantiñ a reas Ministrerezh al Labourioù Foran d’ar prof-se ha klasket e voe ul lec’h mat evit sevel un tour-tan heñvel ouzh hini ar Maen. Kregiñ a reas al labourioù e dibenn 1904 ha ne voent echuet nemet e 1911. Diaes e veze labourat war ar garreg, abalamour d’ar gwall-amzer, d’ar mareoù, d’ar mor rust ha d’ar c’hasennoù. Er bloavezh kentañ ne voe labouret nemet 52 eurvezh war ar chanter... Hag en e destamant en doa skrivet Charles-Eugène Potron e ranke al labourioù bezañ echuet 7 vloaz goude e varv ! Enaouet e voe an tanlec’h d’ar 15 a viz Here 1911, met ne voe echuet al labourioù diabarzh nemet 3 bloavezh war-lerc’h. Sevel a rae koust hollek al labourioù da 850 000 lur.
E miz Kerzu eus ar bloavezh 1911 e voe mastaret an tour ha faoutet ar gwerennoù. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe graet labourioù evit sonnaat ha startaat an tour-tan. Evit se e voe lazhet ar gouloù etre miz Kerzu 1917 ha miz Du 1918. E 1934 adarre e voe divizet skorañ an tour war-bouez funioù metal hir staget e strad ar mor.
E miz Gwengolo 1974 e voe ur barrad gwallamzer spontus : torret e voe al letern gant un taol-mor ha redek a reas an dour en diri. Mont a reas an daou ward da gavout repu er gegin. Dont a reas tour-tan ar Gazeg da vezañ emgefreek d’ar 26 a viz Gouere 1991 hag abaoe n’eus gward ebet ennañ ken.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mikael Madeg & Per Pondaven, Tro Enez Eusa - Renabl anoiou lehiou Kornog Goueled Leon, p. 214, Emgleo Breiz, 2004
- ↑ Tro Enez Eusa - Renabl anoiou lehiou Kornog Goueled Leon, p. 214
- ↑ Jean-Christophe Fichou, Noël le Hénaff, Xavier Mével, PHARES, Histoire du balisage et de l'éclairage des côtes de France, p. 338, le Chasse-Marée - Armen, 1999
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henri Queffélec : Le Phare, istor sevel tour-tan ar Gazeg er mervent da Enez-Eusa dre labour « Servij an tourioù-tan hag ar balizennoù » ha karantez ur martolod eus Molenez gant ur plac'h eus Enez-Eusa. Romant embannet gant ar Presses de la Cité e 1975.
- Henri Queffélec : La Lumière enchaînée, heuliad al levr kent, istor kreñvadur diazezoù an tour-tan. Romant embannet er Presses de la Cité e 1976.
Arnodskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anatole Le Braz : La terre du passé, C. Lévy, Pariz, 1901, chabistr « Parages d'Ouessant », p. 155 betek 160. da vezañ sellet e Gallica.
- Charles Ribière : « Construction du phare de la Jument d'Ouessant », Pariz : A. Dumas, 1911, 12 p. (arroud : Annales des ponts et chaussées, 1911, vol. II).
- Louis le Cunff : Feux de mer, André Bonne éditeur, Pariz, 1954, 254 p. ; éd. l'Ancre de marine, Sant-Maloù, 1992, 248 p., (ISBN 2-905970-44-8)
- Jean-Christophe Fichou, Noël le Hénaff, Xavier Mével : Histoire du balisage et de l'éclairage des côtes de France, Le Chasse-Marée - Armen, 1999.
- Philip Plisson, Guillaume Plisson ha Daniel Charles : Phares majeurs de l'arc Atlantique, Éditions du Chêne, 2002 (ISBN 2842774035), p. 190-191.
- Jean-Christophe Fichou, Le phare de la Jument, Les Cahiers de l'Iroise, niv. 212, 2012.
Mareadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Annales des ponts et chaussées. Lodenn 1añ. Eñvorennoù ha teuliadoù diwar-benn an arz da sevel hag evit an ijinour, 81vet bloavezh, 9vet rumm, tom I, 1911 - I, Janvier-Février, Paris, « Construction du phare de la Jument d'Ouessant », pajennoù 408 betek 417. da vezañ sellet e Gallica.
- Le Génie civil n° 1531 d'ar Sadorn 14 a viz Here 1911, rollenn hollek sizhuniek ar greanterezhioù gall hag estrañjour, eizhvet bloavezh ha tregont, tom LIX, n° 24. « Le phare de la Jument d'Ouessant (Finistère) », page 494. da vezañ sellet e Gallica.
Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]L'Équipier, gant Philippe Lioret e 2004, a ziskouez buhez an diwallerien tourioù-tan, hini ar Gazeg amañ. Emañ Grégori Derangère ha Philippe Torreton e-touez aktourien ar film[1].
Damwelout a reer ivez ur foto brudet eus tour-tan ar Gazeg er barr-amzer e ranndi serjant Colin Sullivan c'hoariet gant Matt Damon e film The Departed gant ar filmaozer Martin Scorsese.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fichenn niv. IA29000453, en diaz Mérimée, Ministerezh ar Sevenadur
- Fichenn e Renabl ar glad e Breizh
- Relève des gardiens au phare de la "Jument" (Avril 1983)
- Pajenn diwar-benn ar Gazeg e lec’hienn DIRN NAMO
- Skeudennoù eus tour-tan ar Gazeg
- Le phare de la Jument fête ses cent bougies (Ouest-France 11/06/2011)
- ↑ Henri Heurté, emziviz gant Philippe Torreton, Versailles, 2013.