Martin Scorsese

Eus Wikipedia
Martin Scorsese e 2010

Martin Charles Scorsese, ganet d'ar 17 a viz Du 1942, zo ur filmaozer, aktour hag istorour italian-stadunanat.

Darn eus filmoù Scorsese zo diwar-benn an identelezh italian-stadunanat (dreist-holl sikilian), pennaennoù ar feiz Roman-katolik evel ar gablusted hag an dasprenerezh, ar feiz, an dourc'heta, an torfedelezh hag ar brezelioù gangoù. Darn eus e filmoù zo brudet ivez evit diskouez ar feulster hag al luc'haj. Renet en deus filmoù evel Mean Streets (1973), Taxi Driver (1976), Raging Bull (1980), The King of Comedy (1983), After Hours (1985), an drama relijiel The Last Temptation of Christ (1988), Goodfellas (1990), Cape Fear (1991) Casino (1995), ha The Irishman (2019). Evit lod anezho en deus labouret gant e gamalad hag aktour Robert De Niro. Scorsese en deus labouret ivez gant an aktour Leonardo DiCaprio, o ren anezhañ e pemp film, adalek Gangs of New York (2002) ha nevesoc'h an The Wolf of Wall Street (2013). Ar film The Departed (2006) an trede gwech ma labourent asambles, en deus degaset da Scorsese un Academy Award for Best Director hag enoret eo bet ar film ivez gant an Award for Best Picture. Kenlabour an daou en deus talvezet dezho meur a wech bezañ anvet evit un Academy Award ha gounezet o deus meur a wech prizioù hag enorioù brudet.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]