Robert De Niro

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Robert De Niro

Robert De Niro e Festival Cannes e 2006.
Robert De Niro e Festival Cannes e 2006.

Ganedigezh 17 a viz Eost 1943
Manhattan, Evrog Nevez
Broadelezh Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet, Flag of Italy.svg Italia
Micher(ioù) aktour
produour
filmaozer
Filmoù brudet The Godfather Part II
Taxi Driver
The Deer Hunter
Raging Bull
Once Upon a Time in America
The Untouchables
Goodfellas
Casino
Heat
Pried(où) Diahnne Abbott etre 1976 ha 1988
Grace Hightower etre 1997 ha 2018
IMDB IMDB Logo 2016.svg

Robert Anthony De Niro ganet d'ar 17 a viz Eost 1943) e New York, zo un aktour stadunanat hag italian ; rener ha produour filmoù eo ivez.
Bez' e voe dibabet evit roll Vito Corleone yaouank e 1974 er film The Godfather Lodenn II, ha gounezet en devoe priz an Academy Award evit ar gwellañ eil rol.
Labouret en deus abaoe pell amzer gant ar sevener filmoù Martin Scorsese ; gant unan eus e filmoù e voe enoret gant an Academy Award for Best Actor evit e daolennadur eus Jake La Motta e 1980 er film Raging Bull.

C'hoariet en deus e kalz filmoù all evel Brazil e 1985 ha Machete e 2010.