Leonardo DiCaprio
| Rann eus | Martin Scorsese and Leonardo DiCaprio |
|---|---|
| Reizh pe jener | paotr |
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Leonardo DiCaprio |
| Anv ganedigezh | Leonardo Wilhelm DiCaprio |
| Anv-bihan | Leonardo, Wilhelm |
| Anv-familh | DiCaprio |
| Deiziad ganedigezh | 11 Du 1974 |
| Lec'h ganedigezh | Los Angeles |
| Tad | George DiCaprio |
| Mamm | Irmelin DiCaprio |
| Kar | Adam Farrar, Helene Indenbirken |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, italianeg, alamaneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Bet war ar studi e | John Marshall High School, Los Angeles Center for Enriched Studies, UCLA Lab School, Young Actors Space |
| Lec'h annez | Los Angeles, Battery Park City |
| Deroù ar prantad labour | 1989 |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel |
| Relijion pe kredenn | Roman Catholic |
| Liv an daoulagad | glas |
| Keveler er sport pe el labour | Martin Scorsese |
| Filmadurezh | Leonardo DiCaprio filmography |
| Ezel eus | SAG-AFTRA |
| Rummad tost | Category:Films produced by Leonardo DiCaprio |
| Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
| Roll elfennoù | list of awards and nominations received by Leonardo DiCaprio |

Leonardo Wilhelm DiCaprio, ganet d'an 11 a viz Du 1974 e Los Angeles, zo un aktour, produer ha stourmer evit an en-dro stadunanat. C'hoariet en deus bet rolloù a bep seurt, dreist-holl reoù doare film buhez hag istorel. E 2019, e filmoù o deus rastellet US$7,2 miliard dre ar bed-holl. Eizh gwech eo bet lakaet war listenn vloaziek an aktourien paeet ar muiañ pe er Forbes Celebrity 100. Enoret eo bet alies, gant un Academy Award ha tri Golden Globe Awards.
Ganet e Los Angeles, DiCaprio a zo kroget da vezañ aktour en ur c'hoari e bruderezhioù er skinwel e fin ar bloavezhioù 1980. E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 eo bet gwelet e meur a stirad skinwel, evel ar sitcom Parenthood. E gentañ roll pouezus a voe er film This Boy's Life (1993), ha burutellet mat e voe e roll a-eil evel den ampechet er film What's Eating Gilbert Grape (1993) ; dre-se e voe lakaet e anv evit un Academy Award.
Dreistbrudet e voe dre ar bed holl gant ar film istorel, dram ha karantez Titanic (1997), hag a zo deuet da vezañ ar film en deus rastellet ar muiañ a arc'hant en istor betek-henn. Goude un nebeud filmoù hag a voe degemeret fall, DiCaprio a c'hoarias e daou film a reas berzh e 2002 : ar film buhez Catch Me If You Can hag ar film istorel-drama Gangs of New York. Ar wech kentañ e oa bet dezhañ labourat gant ar filmaozour Martin Scorsese.
DiCaprio a zo krouer an embregerezh produiñ Appian Way Productions hag a brodu filmoù ha diellfilmoù evel an heuliad Greensburg (2008–2010). Krouet en deus bet ivez al Leonardo DiCaprio Foundation, un aozadur ar mat kefridiet gant deskiñ an dud a-fed diwall ouzh an endro. Alies e vez o harpañ obererezhioù aluzenus, produet en deus meur a ziellfilm war an endro. E 2005 e voe anvet da Commandeur de l'Ordre des Arts et des Lettres e Bro-C'hall evel den a arz. E 2016 e oa bet lakaet e anv evel unan eus ar 100 galloudusañ er bed gant an Time Magazine.
Filmoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- What's Eating Gilbert Grape (1993)
- Romeo + Juliet (1996)
- Titanic (1997)
- Catch Me If You Can (2002)
- Gangs of New York (2002)
- The Aviator (2004)
- Django Unchained (2012)
- The Wolf of Wall Street (2013)
- The Revenant (2015)
- Once Upon a Time... in Hollywood (2019)
- One Battle After Another (2025)
Ar stourmer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]DiCaprio a vez graet eus outañ an den brudet o stourm ar muiañ evit an en-dro hag a-enep tommadur an hin(Daveoù a vank). Hervezañ eo dedennet gant kudennoù an natur abaoe e yaouankiz. Sellet en doa ouzh diellfilmoù war ar c'hoadeier o vont da get pe koll lec'hioù bevañ al loened. Embannet en deus bezañ agnostek hag e oa pouezusoc'h dezhañ ar stourm evit an natur eget ar speredelezh. Savet en deus al Leonardo DiCaprio Foundation e 1998, un diazezadur hag a stourm evit deskiñ an dud a-fed doujañ ouzh an en-dro ha stourm a-enep ar saotradur ha distruj ar blanedenn Zouar.
"Climate change is real, it is happening right now. It is the most urgent threat facing our entire species, and we need to work collectively together and stop procrastinating. We need to support leaders around the world who do not speak for the big polluters, but who speak for all of humanity, for the indigenous people of the world, for the billions and billions of underprivileged people out there who would be most affected by this. For our children's children, and for those people out there whose voices have been drowned out by the politics of greed."