Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Tour-tan ar Gazeg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ha ken sur eo ne vefe lavaret nemet "ar Gazeg" evit an tour-tan (e-lec'h "ar Gazeg Kozh")? Ma reer un dro vihan eus Internet e kaver (ne gomzan ket eus an nouspet lec'hienn a adkemer Wikipedia gallek):

  • [1] Skrivet war a seblant gant un diwaller er bloaz 1974 ("ar gazeg koz")
  • [2]
  • [3]

--Trec'hlid mitonet 24 Du 2011 da 13:01 (UTC)[respont]

  • Sklaer eo ar pezh a lenner el levr "Tro Enez Eusa", p. 214 : Ar Gazeg Koz : karreg vihan warni eun tour-tan savet e penn kenta an XXvet kantved a reer anezañ "Tour (tan) ar Gazeg". Ma vez kavet skridoù a lenner enno, en un doare ken sklaer all, e vez graet "tour-tan ar Gazeg Kozh" eus an tour-tan-se e vo dav menegiñ an dra-se er pennad ivez, evel-just. Met er skouerioù lec'hiennoù meneget uheloc'h ne lenner ket an dra-se en un doare fraezh. --Llydawr 24 Du 2011 da 16:48 (UTC)[respont]