Tour-tan ar Maen
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![]() | |
| Lec’h | Enez-Sun, Enez-Sun, Frañs |
|---|---|
| Daveennoù lec'hiañ | |
| Tour | |
| Savet | 1867 |
| Dafar | maen |
| Emgefreekaet | 1990 |
| Uhelder | 37 metr |
| Uhelder diwar live ar mor | 33,5 metr |
| Statud gladel | monumant istorel rummet |
| Gweladenniñ | n'haller ket |
| Annezet | n'eo ket |
| Gouloù | |
| Enaouet evit ar wech kentañ | 1881 |
| Uhelder fokalenn | 29 metr |
| Diraez | 21 mil-mor |
| Doareenn ar sinal | Fl(3) W 20s |

Ar Maen[1][2] (Ar-Men hervez ar velestradurezh) zo un tour-tan kroget d'e sevel e 1867 hag a voe echuet e 1881 en enezeg Sun, e kornôg pellañ Breizh. War unan eus ar c'harregoù a ya d'ober "Chaoser Enez-Sun" emañ.
Brudet eo p'eo bet ken diaes sevel anezhañ war ur garreg a veze goloet gant al lanv. Meur a wech e oa bet distrujet al labourioù gant ar mor en deroù.
A-raok an emgefren e oa dañjerus-tre kas an daou evezhier di dre lestr.
Lesanvet eo ifern an ifernioù, da lavarout eo, an dañjerusañ ha displijusañ eus an tourioù-tan.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar-Men, l’Enfer des enfers, Emmanuel Lepage[3]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Brezhoneg yezh ar mor.
- ↑ Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh, H. Peaudecerf, embannet gant TES, 2013, pp. 16-17.
- ↑ (fr) Ar-Men, l’Enfer des enfers. France Culture.

