The Black Cauldron (film)

Eus Wikipedia

The Black Cauldron (Ar chaodouron du) a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant an daou filmaozer stadunanat Ted Berman (1919-2001) ha Richard Rich (1951-).
Kavet o devoa saverien ar senario o awen el levrioù high fantasy The Book of Three (1964) ha The Black Cauldron (1965) gant ar skrivagner stadunanat Lloyd Alexander (1924-2007).

Produet gant Walt Disney Pictures ha Silver Screen Partners II e voe skignet gant Buena Vista Film Distribution Company, Inc., evit ar wech kentañ, d'ar 24 a viz Gouere 1985[2] e Stadoù-Unanet Amerika. Pempet film bevaat warn-ugent ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h The Fox and the Hound (e miz Gouere 1981) hag a-raok The Great Mouse Detective (e miz Gouere 1986).

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pevar-ugent munutenn e bad.
  2. (en) The Black Cauldron war Internet Movie Database.