L'ancien Vers breton
Neuz
L'ancien Vers breton zo ul levr gallek, pajennadoù brezhonek ennañ, savet gant Emile Ernault diwar-benn ar gwerzaouerezh brezhonek er Grennammzer, hag embannet e 1912.
Al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niverennet eo pajennoù ar skrid (nemet ar bajenn 5) adalek 6 betek 77.
- Taolenn al levr
- I - Les éléments du vers breton, ma z'eo kinniget an div glotenn : ar glotenn-dibenn hag ar glotenn diabarzh
- II - La séparation des vers
- III - Vers sans césure fixe
- IV - Les vers à césure fixe
- Er rann-mañ e lenner un displegadur eus ar skrid gallek La chanson des chênes (ur varzhoneg gant Anatole Le braz, tennet eus e zastumad La Chanson de la Bretagne), un droidigezh krennvrezhonek, unan e brezhoneg Leon hag unan e brezhoneg Gwened.
- V - Quelques vers suivant les deux systèmes : trois formes bretonnes de La chanson des chênes
- VI - Deux autres poésies : L'Elégie de Gray ; À la mémoire de Marguerite Philippe
- E gwirionez ez eo teir zroidigezh vrezhonek eus klemmgan ar barzh saoz Thomas Gray (1716-1771) a zo e lodenn gentañ ar rann-mañ : unan e krennvrezhoneg (adal ar bajenn 50 betek 62), e gwerzennoù ; unan e galleg (adal ar bajenn 51 betek 63) ; unan e brezhoneg a-vremañ (adal ar bajenn 64), e gwerzennoù.
- En eil lodenn e kaver ur varzhoneg vrezhonek, troet e galleg : Kanerez koz Pluned, gouestlet da Varc'harid Fulup ; daouzeksilabennek eo ar gwerzennoù, strollet teir-ha-teir. Setu amañ an teir linenn gentañ anezhi :
- Dirag ar volz kaer-mañ kizellet en eñvor
- Da Varc'harid Fulup, pen-kanerez Arvor
- E tassono ive ma zelenn 'n hec'h enor.