Mont d’an endalc’had

Junkers Ju 87

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Stuka)
Junkers Ju 87
Junkers Ju 87
Junkers Ju 87
Deskrivadur
Kefridioù Bombezer
Farder Junkers Flugzeug
und Motorenwerke AG
Alamagn Alamagn
Ergrafer Ernst Zindel
Implijer kentañ Luftwaffe
Skouerennoù 6 500
Tresoù (kentel ar Ju 87)
Tres ur Junkers Ju 87B-2 Stuka
Talbenn ar Reter : karr-nij Hans Ulrich Rudel, ur Junkers Ju 87 G, prest evit ar stourm

Ar Junkers Ju 87 berraet e Ju 87 ha lesanvet Stuka, e servij etre 1937 ha 1945, a zo ar c'harr-nij bombezadeg a-bik anavezetañ (alamaneg: « Sturzkampfflugzeug », pe « Stuka » berraet) eus al Luftwaffe. Implijet e voe dreist-holl e-pad an Eil Brezel-bed. Ar ger « Stuka » en alamaneg a dalvez evit an holl garbedoù bombezadeg a-bik. Koulskoude, dre implij ar Ju 87 e-pad an Eil Brezel-bed hag ar brud eus ar c'harr-nij e chomo an anv stag outañ.

Doare tagañ ur Ju87

Tro 6 500 Ju 87 a voe produet gant an embregerezh kirri-nij Junkers (ar bombezer dre a-us ar muiañ produet a voe ar Curtiss SB2C Helldiver stadunanat gant 7 140 skouerenn).

Ar c'hentañ karbed arnod eus ar Ju 87 a oa nijet e 1935. Savet e oa gant houarn nemetken, bez e oa dija un askell e-stumm ur W. Kaset e oa war-raok gant ur motor Rolls-Royce Kestrel a 640 marc'h, distabil da vat e oa ha ken diaes da chom mestr warnañ e voe distrujet en taolioù-arnod.

An eil karbed arnod, marilhet D-UHUH, a gemeras perzh e kenstrivadeg ar bombezerioù a-bik e Meurzh 1936.

C'hwitellerez-tro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hirri-nij Ju-87 a oa dafaret gant c'hwitellerezioù-tro lakaet ouzh an troad douarañ, hag a oa lesanvet "trompilh Jeriko". Ur rod-viñs a oa hag a fiñve hervez an avel krouet gant fiñvoù ar c'harr-nij. Ar pal e oa krouiñ ur son skiltr pa spluje ar c'harr-nij evit tagañ.

Ar son skiltr-se kendeuzet buan gant ur bombezadeg spluj a oa e bal lakaat da sevel ur barrad aon d'an drevourien ha da saozaniñ ar soudarded a-raok ma grogfe ar vombezadeg.

Ur Junkers Ju-87 Stuka aet d'an traoñ. An tu a zo da welet ar c'hwitellerezioù war an treid douarañ.

A-wechoù ez eus bet lavaret e veze implijet a-benn gouzout, evit ar blenier karr-nij, peseurt tizh a oa gant e garbed en ur selaou ouzh an trouz met hep tennañ e zaoulagad diouzh an enebourien.

Lod tud a embann ez eo ur vojenn ar c'hwitellerezed-tro war ar Stuka en ur ziazezañ o c'haoz war oberenn Hans Ulrich Rudel « Stuka pilot», met pa lenner an oberenn n'eo ket ken sklaer ha se. War an tu all, skiantourien istor ar c'hirri-nij a laka war-wel sklaer an implij e-pad Emgann Frañs e 1940, ha war-lerc'h.

Poltriji a zo test eus ar c'hwitellerezioù-tro war Stukaoù 'zo er Frañs e 1940, met ivez e-pad brezeliadenn ar Balkanioù e 1941, ha memes war talbenn ar Reter betek 1943.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]