Emgann Bro-Saoz

Eus Wikipedia
Emgann Bro-Saoz
air battle
Rann eusEil Brezel-bed Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'hRouantelezh-Unanet Kemmañ
Daveennoù douaroniel54°0′0″N 2°0′0″W Kemmañ
Deiziad1940 Kemmañ
Deiziad kregiñ10 Gou 1940 Kemmañ
Deiziad echuiñ31 Her 1940 Kemmañ
PerzhiadRouantelezh-Unanet, Trede Reich, Kanada, Aostralia, Rouantelezh Italia Kemmañ
BukennBro-Saoz, Mor Breizh Kemmañ
Map
Ur Supermarine Spitfire Mark I saoz o tennañ war ur c'harr-nij bombezer Heinkel He 111 eus al Luftwaffe

Emgann Bro-Saoz, pe Breizh-Veur (Battle of Britain e saozneg, die Luftschlacht um England en alamaneg), a oa bet un heuliad aeremgannoù e-pad an Eil brezel-bed, etre ar Royal Air Force (RAF) o tifenn ar Rouantelezh-Unanet hag an aerlu Luftwaffe. Bez e oa bet ar c'hentañ kampagn brezel etre aerluioù nemetken.

Evit ar Saozon e oa padet ent-ofisiel esu an 10 a viz Gouhere betek an 31 a viz Here 1940, da lavaret eo ne lakaer ket e-barzh mare an tagadennoù noz lesanvet Blitz. Eus tu an istorourien alaman n'eo ket degemeret an didroc'hañ-se, ganto e vez kaoz eus ur c'hampagn brezel a badas eus miz Gouhere 1940 betek miz Even 1941.

Kartenn an oberiadur-brezel Seelöwe

Palioù pennañ nerzhioù lu an Trede Reich a oa rediañ ar Rouantelezh-Unanet da c'houlenn un arsav-brezel, ha goude-se prientiñ un dilestradeg er Rouantelezh-Unanet anvet oberiadur-brezel Seelöwe. E miz Even 1940 e oa kroget gant ur blokus dre aer ha mor al Luftwaffe a oa kroget gant tagañ ar bigi dezougen ha brezel, porzhioù hag an arsanailhoù, evel hini Portsmouth. D'ar c'hentañ a viz Eost, al Luftwaffe a oa kefridiet gant freuzañ an RAF o tagañ ar RAF Fighter Command; 12 devezh war-lerc'h, e oa kemmet ar palioù evit aerborzhioù ar RAF kement hag al lec'hioù sevel kirri-nij.

Ur vombezenn gant ur skrivadenn "Extra Havanna (sigar) evit Churchill"

Gant ma pade an emgann e voe ouzhpennet d'al Luftwaffe palioù all evel an uzinoù brezel pe frammadurioù strategiel. Ouzhpenn da-se e voe kroget gant ur c'hampagn bombeziñ spontañ war lec'hioù arouezius politikel ha war al lec'hioù anneziet gant trevourien.

An Nazied o devoa trec'het hag aloubet ar c'hevandir europat kornôgel, Bro-Saoz a oa e-unan rediet da dalañ ouzh ur riskl a zilestradeg. Pennoù-uhel al lu alaman a ouie e oa diaes da sevel un dilestradeg hag e vefe dibosubl hep rishañ da gentañ galloud meur ar Royal Navy war ar morioù. D'ar 16 a viz Gouhere Hitler en doa roet urzhioù a-benn kregiñ gant prientiñ an oberiadur-brezel Seelöwe a oa da vezañ un dagadenn dre ar mor met ivez gant implij an harzlammerien. Da gentañ e oa ret d'al Luftwaffe mestroniañ an oabl etre hini Bro-C'hall hini Mor Breizh hag hini ul lodenn eus Bro-Saoz.

E miz Gwengolo e oa talet prientadurioù an Alamanted da geñver treiñ bigi trevour da bigi dilestrañ gant bombezadegoù noz ar c'hirri-nij bombeziñ RAF. Ouzhenn da-se al Luftwaffe ne oa ket deuet a-benn na da derriñ nerzhioù bombeziñ kement ha re difenn ar RAF. Hitler a roas urzh da baouez ar prientadurioù, ha goude-se da nullañ an oberiadur-brezel Seelöwe.