Mont d’an endalc’had

Oberiadur-brezel Seelöwe

Eus Wikipedia
Oberiadur-brezel Seelöwe
military operation plan
Rann eusEil Brezel-bed, Emgann Bro-Saoz Kemmañ
Anv ofisielUnternehmen Seelöwe Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
DeiziadGwengolo 1940 Kemmañ
Deiziad echuiñ17 Gwe 1940 Kemmañ
BukennRouantelezh-Unanet Kemmañ
Plan an Oberiadur-brezel Seelöwe

Oberiadur-brezel Seelöwe, Unternehmen Seelöwe en alamaneg a oa anv-kod un oberiadur-brezel gant nerzhioù lu an Trede Reich evit dilestrañ er Rouantelezh-Unanet e-pad Emgann Bro-Saoz e-kerzh an Eil Brezel-bed. Goude diskar Bro-C'hall, an nazied a soñje dezho e vefe goulennet un arsav-brezel gant ar Saozon. Un aloubadeg eus ar vro a oa rakwelet evel ur rediñ goude ma vefe bet klasket gant an holl duioù kaout ar peoc'h gant Bro-Saoz.

Soudarded alaman o c'hourdoniñ evit an dilestradeg e Bro-Saoz

Hervez ar steuñvioù savet, an aloubadeg a oa ret bezañ kaset da benn gant mestroni an aer hag ar mor. Dre ma ne voe ket tizhet pal ebet e voe harzet ar prientadurioù d'ar 17 a viz Gwengolo 1940 , ha nulet goude-se dre urzhioù Hitler. Bigi trevourien e-leizh a oa bet kroget da vezañ troet da vigi dezougen brezel evit an oberiadur da zont. Pennoù uhel al luioù alaman na gredent ket e oa posubl betek-re kas da benn ur steuñv evel hini an oberiadur raksoñjet, darn an istorourien a-sav a-du gant ar soñj-se.

Plan resis an oberiadur-brezel gant ar c'horfadoù-lu engouestlet