Plouha
Plouha | ||
---|---|---|
Aod Plouha e Brec'heg. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plouha | |
Bro istorel | Bro-Sant-Brieg (Goueloù) | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Plouha (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22222 | |
Kod post | 22580 | |
Maer Amzer gefridi | Éric Duval[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Leñv Arvor Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Gwengamp | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 560 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 114 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 108 m bihanañ 0 m — brasañ 109 m | |
Gorread | 39,97 km² | |
kemmañ ![]() |
Plouha a zo ur gumun hag ur penn-kanton eus Breizh, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emañ ar gumun etre Binig ha Pempoull. Bourk Plouha zo e-kichen ar mor (3 km) hag e kornôg Bae Sant-Brieg.
"Beg ar C'hastell" eo an tornaod uhelañ e Breizh (104 m uhel) hag evel-just, a-hed an aod ez eus "gwenodennoù maltouterien" evit ober pourmenadennoù plijus (he zornaodoù zo un tammig heñvel ouzh reoù Iwerzhon).
- Meur a aod-traezh zo e Plouha evit neuial, c'hoari pe ober sport : aod ar Palud, aod Brec'heg, traezhenn Bonaparte (a-raok e oa anvet "ouf Cochat"), Ouf Gwin Zegal hag Ouf Porzh Moger.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː Ploeaza, 1198; Plohaza, 1198; Ploaha, 1202; Plohaac, 1202; Ploaza, 1259; Ploaha, 1266; Ploaza, 1267; Plooza, 1362; Ploehaha, pe Plochaha, 1364; Ploaha, 1420; Ploaha, Ploeha, 1428; Ploha, 1437; Ploeaza, 1453; Ploeaha, 1494; Plouha, 1516; Plourha, 1630.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etimologiezh (an hini gwirheñvelañ): an anv Plouha a zeufe deus ar gerioù "Plou-" (pleb) hag eus an anv "Aza" pe "Adda" (stum predenek an anv biblek "Adam"). An anv "Plouha" a zo bet implijet abaoe 1575.
An dud a zo anvet : Plouahad / Plouahiz - Plouhaez / Plouhaezed. (Daveoù a vank).
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rannet :
- ouzh 1 : en gul e seizh mailhenn en aour, 3, 3, 1; - ouzh 2 : en glazur, e seizh bezantenn en aour, 3, 3, 1; e gab en aour |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abaoe oadvezh an arem ha goude ivez e-pad oadvezh an houarn (roudoù a oa bet kavet : bouc'haloù ha mein benet) e oa tud o chom eno.
Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar wech kentañ a oa bet meneget Plouha a oa e 1198 met ar gumun a oa poblet abaoe pell.
- E-pad ar grennamzer (abaoe an XIIvet kantved) e oa renet al lec'h gant Konted Goueloù (gante e oa bet lakaet sevel iliz ar bourk da skouer).
Prantad modern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Etre ar XVvet kantved hag ar XVIIIvet kantved e oa bet renet gant aotrouien Rohan, Guemene, Montbazon...
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Da vare an Dispac'h bras a oa bet kreñv ar chouanerezh e Plouha. E miz meurzh 1794 e oa 1 000 chouan bennak o c'hortoz listri o tont eus Bro-Saoz evit kavout tud ouzhpenn hag armoù evit en em gannañ, met ne oa ket deuet a-benn al listri da dostaat da aodañ. A-benn ar fin e oa bet paket ar chouanted gant ar republikaned ha goude an emgann a oa bet strewet.
- Diwezhatoc'h, e 1800, e oa bet preizhet tiez ar geodedourien gant ur strollad chouaned hag an dud a oa bet drouklazhet (unan a oa bet douaret ent-bev zoken).
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 168 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,94% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 68 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
- E-pad an Eil Brezel-bed o doa aozet ha renet ar «rouedad "Shelburn"» gant daou baotr eus Kebek, Lucien Dumais ha Raymond Labrosse, eus an "MI9" (Servijoù Sekred Breizh-Veur). Ar pal e oa adpakout hag adkas da Vreizh-Veur al levierien diskaret gant an Alamaned a-us Bro C'hall pe Breizh.
- E Plouha e oa an ti (anv kod: «Ti Alfoñs») el lec'h ma veze kaset ha bodet al levierien, goude-se e vezent heñchet dre al lanneier gant tud deus Plouha betek oufig Cochat (anv kod: «traezhenn Bonaparte»). Ac'hane e vezent kaset kuit da Vreizh-veur gant ur gorvetenn (ar gorvetenn-se a oa sturiet gant sturiet gant David Leslie Birkin, tad-kozh Jane Birkin). A-benn ar fin eo 138 levier a oa bet treuzkazet e-giz-se betek Breizh-Veur. Hirie an deiz e c'haller bepred mont war roudoù an dud-se dre gwenojennoù istorel, plijus ha brav.
- D’ar 25 a viz Mae 1944 e voe taget e voe an ti-post, gant seizh pe eizh ezel eus ar Rezistañs moarvat, met an archerion c'hall a erruas kerkent, tennoù a voe hag un archer a varvas an deiz war-lerc'h en ospital Sant-Brieg, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: tri soudard a varvas.
- Brezel Aljeria: daou soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 20 a viz Du 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant ar C'huzul-kêr.
- D'ar 6 a viz Genver 2011 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa 56 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (15,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Prizioù dazont ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2010 e oa bet roet da di-kêr Plouha (rampo gant ti-kêr Pleskob) eil Priz dazont ar brezhoneg, rummad "Strollegezhioù", gant Ofis ar Brezhoneg[5].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tud ganet eno
- 1798 : Placide Guézou, beleg ha troour brezhonek.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Cill Orglan | 1999 |
![]() |
Palas de Rei | 2003 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Lec’hienn ofisiel kumun Plouha
- (br) (fr) Lec’hienn Kalon Plouha
- (fr) Glad Plouha
- (br) Plouha war lec'hienn Geobreizh
- (br) (fr) Tous à Plouha : Plouha e galleg hag e brezhoneg
- (fr) Pajenn Plouha war lec'hienn an etrekumuniezh
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ouest-France
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 3,0 ha3,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 259 ha 262, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ [2]