Pleskob
Pleskob | ||
---|---|---|
![]() Chapel Intron-Varia Lezurgan. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plescop | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Gwened-2 | |
Kod kumun | 56158 | |
Kod post | 56890 | |
Maer Amzer gefridi | Loïc Le Trionnaire 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | www.plescop.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 182 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 265 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 50 m bihanañ 17 m — brasañ 67 m | |
Gorread | 23,35 km² | |
kemmañ ![]() |
Er Mor-Bihan e Breizh emañ kumun Pleskob. 4 815 annezad zo dezhi hervez niveradeg an EBSSA e 2011.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E norzh Gwened emañ.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː Ploescob, 1365; 1387; Ploeescob, 1427; Ploescob, 1453; Ploesgob, 1516; Ploascal, 1630; Ploesko, 1636
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"En argant e dreustell en gul karget gant teir bezanten en aour, hag heuliet gant c'hwec'h brizhenn erminig en sabel, 3, 3"
Ardamezioù Aotrou Pontsal, eskop Gwened ha bezkañseller Breizh e-kerzh ar XVt kantvad; aotrou Kerdréan.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Gregam; e Bann Gwened edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe miret ha brasaet ar c'hanton dindan anv kanton Gregam ivez ha chom ha reas Pleskob ennañ. Lakaet e oa bet Pleskob en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800[2],[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 59 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,36 % eus he foblañs e 1911[4].
- Fuzuilhet e voe ur gwaz ag ar gumun e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere 1944 abalamour d'e berzh er Rezistañs; barnet e oa bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued[5].
- Mervel a reas nav den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
Brezelioù didrevadenniñ
- Mervel a reas ur gwaz e Brezel Indez-Sina ha daou waz e Brezel Aljeria[7].
Monumantoù ha traou heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Intron-Varia Lezurgan, 1455[8].
- Ur peulvan dirak ar chapel[9],[10].
- Chapel Sant Amon[11].
- Chapel Sant Bartelame[12].
- Iliz katolik Sant Pêr[13].
- Monumantoù ar re varv.
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Festival an Trofe Warok a vez bep bloaz abaoe 1999, e miz C'hwevrer. Ur 6 000 den bennak a vez bewezh.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’an 28 a viz Genver 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 18 a viz Mae 2006 e oa bet roet da gumun Pleskob al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'ar 25 a viz Genver 2013 e oa bet roet da gumun Pleskob al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Prizioù dazont ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eil priz dazont ar brezhoneg 2010, rummad "Strollegezhioù" (rampo gant ti-kêr Plouha)[14].
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo abaoe 2005 (skol prevez, rouedad Dihun).
- E distro-skol 2022 e oa 65 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (11,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[15].
- Al Liesdegemer-kêr en deus sinet live 1 karta Divskouarn.
Kelenn d'an oadourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kentelioù evit an dud deuet a zo eno gant ar gevredigezh Petra Neue.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Charles Le Quintrec (1926-2008 ), skrivagner ha kazetenner gallek.
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
de Gibon
Aotrounez Kerizouët |
En gul e deir manal ed en aour |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Castelu | 1998 |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) (br) Lec'hienn ofisiel
- (br) Pleskob war lec'hienn Geobreizh
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 237
- ↑ Cassini - EHESS - Pleskob - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb – Monumantoù ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
- ↑ memorialgenweb – Monumantoù ar re varv
- ↑ memorialgenweb – Monumantoù ar re varv
- ↑ Diellaoueg Mérimée, PA00091475
- ↑ Mégalithes du Morbihan
- ↑ Ar chapel hag ar peulvan, Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek