Meukon
Meukon | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Meucon | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Gwened-3 | |
Kod kumun | 56132 | |
Kod post | 56890 | |
Maer Amzer gefridi | Pierrick Messager 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | www.meucon.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 269 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 396 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 90 m bihanañ 45 m — brasañ 132 m | |
Gorread | 5,73 km² | |
kemmañ ![]() |
Meukon a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwened-3 e departamant ar Mor-Bihan.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Gregam; e Bann Gwened edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe miret ha brasaet ar c'hanton dindan anv kanton Gregam ivez ha chom ha reas Meukon ennañ. Lakaet e oa bet Meukon en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800[2],[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 15 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,46 % eus he foblañs e 1911[4].
- D'an 23 a viz Eost 1944 e kouezhas ur c'harr-nij MustangP-51 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Meukon[5].
- D'ar 24 a viz Du 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Douglas A24 eus an aerlu gall (Armée de l'Air) e Meukon[6].
- Mervel a reas 3 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- an iliz katolik.
- monumant ar re varv.
- ur c'hamp milourel a zo abaoe 1878. Staliet eo eno an 3e rejimant troadegiezh-vor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Park naturel rannvroel ar Mor Bihan emañ Meukon. Tro-dro 2000 a dud zo o chom eno. Brudet eo evit he eienennoù.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar Roue Stevan a vije ganet eno e 1701.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 225
- ↑ Cassini - EHESS - Meukon - Fichenn ar gumun
- ↑ 4,0 ha4,1 memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Pertes de l'Armée de l'Air