Chapel Kervaria an Iskuit

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar chapel hag ar c'halvar, gwelet eus ar c'hreisteiz.

Emañ Chapel Kervaria an Iskuit (pe Kermaria an Isquit hervez ma vez skrivet a-wezhioù) e kêriadenn Kermaria e kumun Plouha (Goueloù, Aodoù-an-Arvor), e-kreiz ar maezoù. Savet e oa bet en XIIIvet kantved.


Anv ar chapel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Martezeadennoù zo bet savet diwar ar ger "Iskuit". Koulskoude ez eus ur ger e krennvrezhoneg hag a zo heñvel ouzh ar ger a zo skrivet "Iskuit" bremañ. Kavout a reer anezhañ er frazenn-mañ embannet en "HOR YEZH", Niverenn 228, ha tennet eus "L'ancien mystère de Saint-Guenolé”, 1580, skrivet e e krennvrezhoneg : Dre da caret (garet) ouff duet yscuit
Hag amañ e talvez Yskuit kement ha "Buan, prim, ..."

Neuze e c’hallomp tostaat "Iskuit" ouzh startijenn, primded ; ar pezh ne zislavar ket al lakadennoù all, bet graet betek-henn diwar an anv-se, a zo diazezet ivez, ar pep brasañ anezho, war mennozh ar yec’hed.

Bez' e c'hell bezañ ar ger "hesk" ar geotenn, heskid o vezañ al lec'h ma vez kavet geot hesk. Neuze e vefe skrivet pe Hiskid peotramant Iskid.

Orin ar chapel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e vije bet ar chapel diwar youl Herri d'Avaugour hag aotrounez all a Vro Ouelou. Fellout a rae dezho diskouez o anaoudegezh vat d'ar Werc'hez Vari goude bezañ deuet en-dro eus ar C'hroaziadegoù en Douar Santel yac'h ha dibistig. Pevar zreuziad kentañ an nev hag an tuoù a yae d'ober ar savadur kentañ a zo bet savet en XIIvet kantved. Adal an amzerioù kentañ e terede pirc’hirined a vil vern d’ar chapel, gouestlet d'an Itron Varia, diwar atiz menec'h abati Boporzh. Kement a dud a zaremprede ar chapel ma voe ret brasaat ar chapel er XVvet kantved.. Neuze e voe brasaet an nev gant an tri zreuziad diwezhañ, chapel an aotrounez (kroazenn "transept" zehou), hag ur porched er c'hreisteiz a zo ur sal-varn warnañ. Homañ a zo bet implijet evel "auditoire" adalek kreiz ar XVIvet kantved gant aotrounez Lezandrev-Kervaria. E penn kentañ an XVIIIvet kantved e teuas ur vrasadenn nevez war wel, gant ar c'heur e benn-chantele tri fennad-moger, ha savadur ar c'hloc'hdi eizhkornek.

Diavaez ar chapel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Greomp bremañ tro ar chapel. En diavaez, e c'hallfet merzout al labour graet a-hed an tri frantad-amzer pouezusañ a zo bet e savidigezh ar chapel. En ur guitaat porched ar XVved (a zo er c'hreisteiz) e kavit an nor-dal, hag a sko war-zu ar c'hornog evel kement iliz zo, savet e stumm gotek kaer-meurbet an XIIIvet kantved, hag a us dezhi ur werenneg hag ar c'hloc'hdi. Pelloc'h e kerzhit a-hed tu an hanternoz, hag a zo bet adaozet alies, harpelloù outañ, roudoù un digor kozh hag un diskrog, lec'h ma voe staget brasadenn ar XVved ouzh ar savadur kentañ. E penn ar voger taolit pled ouzh ar c'heur, bet savet en XVIIIvet kantved, gant e genfeurioù nevez hag e digoradurioù bras. O tont en-dro d'ar c'hreisteiz e tizolofet ar groazenn nemeti a zo ur chapel aotrouniezhel enni, hounnezh bet savet er XVved. Tremenet ganeoc'h ar c'halvar e adkavit ar porched.

Ar porched[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar gweladenner tre er chapel dre ar porched a zo ur stumm krommvegek dezhañ fichet gant kolonennoù bihan. A-us d'ar porched ez eus ur savadur bihan a oa gwechall ur sekretiri, ha diwezhatoc'h, goude ma voe savet ar garidoù, un "auditoire" ma veze barnet gant ar senesal goude oferenn ar Sul. Krignet dindan ar seizh amzer e weler bremañ er c'heur delwennoù koad Sant-Per ha Sant-Paol a oa gwechall e logelloù diavaez ar porched. E diabarzh ar porched e kaver delwennoù an ebestel o arouezioù stag outo : war an tu kleiz emañ Sant Per gant e alc'houez, Sant Andrev hag e groaz, Sant Jakez gant e bennbazh pirc'hirin, Sant Yann gant ur c'halir, Sant Berteleme gant ur gontell, Sant Fulub gant ul levr hag ur vazh. War an tu dehou emañ Sant-Simon gant un heskenn, Sant Mazhev gant ur vouc'hal, Sant Jakez ar minor gant ur groaz war an tu gin, Sant Yud gant ur vazh hag ul levr, Sant Tomaz gant ur skouer hag un tour, hag unan dianket, Sant Lukaz a zo bet laeret e zelwenn e 1907. An nor, a gas d'ar chapel, a zo a us dezhi un delwenn eus ar Werc'hez Vamm liesliv ha bolzioù mein-benerezh livet.

An diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa deuer tre er chapel emeur e lodenn goshañ ar savadur. En ur dreiñ war-zu ar c'heur e weler mat heuliad al labourioù a-hed savidigezh ar chapel. Pileroù gwaregoù an XIIIvet kantved a zo krenn ha tolzennek, hep kinkladur. Re tri zreuziad ar XVved, a ya d'o heul, a zo eizhkognek ha moanoc'h. Ar c'heur, evitañ da vezañ bet savet er XVIIIved, a zeu ur sklerijenn dreist diouzh e pemp digoradur gweret ha ganti e hañval bezañ brasoc’h al lestr. Klokaet eo kement-se gant chapel aotrouniezhel kroazenn ar c'hreisteiz, bet savet er XVved, ha sklerijennet mat gant daou brenestr. An nev a zo dezhi ur volz e koad, e stumm kouc'h ur vag eilpennet, ha treustoù o fennoù kizellet.

Koroll an Anaon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lodenn eus al livadur war ar voger su. Spurmantiñ a reer an destenn skrivet dindan an tudennoù.

Etre 1483 ha 1501 eo bet livet an dañs bekabe a c'haller gwelout ouzh mogerioù an nev. Bet razet en XVIIIved e voe adnevezet war greiz an XIXved gant Charles de Teillard, unan eus diskennidi an aotrounez a oa Kervaria dezho er XVIved. Tennañ a ra ar goroll-mañ he ijin diouzh an hini bet savet e Paris e 1425 dindan bolzoù gwarek kloastr karnel an Inosanted, a voe strewet skouerioù anezhi dre Europa a bezh. An arouezioù, dorn ha dorn, a zo anezho tud vev a bep oad hag a bep stad er gevredigezh. Etrezo ez eus korfoù-eskern hag a ro lusk d'ar farandolenn. Kregiñ a ra an dañs er c'hreisteiz (kostez ar chapel aotrouniezhel) evit echuiñ kostez an hanternoz. 30 tudenn 1.30 m uhelder dezho a ya d'he ober en un urzh kevredigezhel o tisteraat. An aktour, pe an aozer, an hini eo a ren ar sarabandenn hag e roll eo lakaat dre skrid pep a setañs eizh poz dindan an tudennoù. Siwazh eo aet diwar wel he skeudenn gant re ar Pab hag an impalaer a oa d'he heul. Gwelout a raer c'hoazh ar c'hardinal, ar roue, an uheldad, ar c'honestabl, an arc'heskob, ar marc'heg hag an eskob. Aet eo da get ivez ar floc'h, an abad, ar beli hag an hudsteredour a dlefe bezañ bet a bep tu d'ar porched. Kregiñ a ra ar c'horoll adarre gant ar bourc'hiz, ar chaloni, ar serjant. Dont a ra d'o heul peder zudenn n'eus korf-eskern ebet etrezo ; ar mezeg e vured louzoù gantañ, ar vaouez o kregiñ e brec'hioù hec'h amezeien, ar c'hlasker bara hag an uzurer. Kregiñ a ra a bep eil adarre gant an amourous e borpant, ar barzh-kaner e viniou, al labourer e falz hag e bigellig, hag, en diwezh, ar santfrañsezad. (aet eo da get ivez skeudenn ar bugel). Bez' e c'haller gwelout roudoù ar setañsoù (eizh poz dezho) dindan tudennoù ar roue, an uheldad hag ar c'honestabl. Livadurioù all a c'hell bezañ gwelet c'hoazh, pergen un heulia profeded, David, Izai, Zakaria hag Eli (dindan koroll an Anaon en tu kreisteiz), hag "Al lavar etre ar re varv hag an tri den bev" (ouzh adnev (izelgostez) an hanternoz) Ouzh al lambrusk e kaved ur murlivadur, "Gourzrec'h ar vertuzioù war ar gwallsioù", hidiv distaget, a c'heller gwelout ul luc'hskeudenn anezhañ e traoñ ar chapel.

An delwennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mar gallomp lavaret eo kaer-meurbet livadurioù ar chapel eo ken pinvidik all he delwennoù. 33 delwenn e koad liesliv zo enni. En nev  : Ur c'hrusifi eus ar XVvet kantved ha delwenn Sant Yann. E adnev an hanternoz : Delwennoù itron Varia Gwir Sikour hag hini Sant Maodez. Er c'heur : delwennoù Sant Per ha Sant Paol, tennet diouzh ar porched, Sant Mikael o trec'hiñ war an aerouant (e maen greun) ha Santez Berta, ouzh ar c'horn. Er chapel aotrouniezhel ; war an aoter, ur werc'hez eus ar XVIved kantved, botoù iskis en he zreid, o kinnig he bronn d'ar Mabig Jezuz hag a nac'h outi. Pelloc'h, ouzh ar mogerioù : ur werc'hez en he c'hoazez, ur vazh-veli en he daouarn, graet en XIIIvet kantved hep mar ebet skeudenn goshañ an Itron Varia enoret e Kervaria. D'he heul emañ delwennoù Santez Barba, Santez Katell ha Sant Jozeb. Ouzh ar voger enep emañ delwennoù Sant Dominig, Nikodem, Santez Anna gant an Itron Varia ha Jezuz, Sant Klaod ha Sant Fiakr. E tu ar c'hreisteiz emañ Sant Eloi ha Sant Rion.

Er c'heur e c'haller gwelout ivez sternioù-aoter en alabastr eus ar XVved, ur vouest ur c'hlopenn enni, ul letrin, derezioù kentañ ur skalier a gase d'ur gambr a veze roet bod enni d'ar birc'hirined hag un trap e koad a c'haller drezi mont gant an hent dindan douar eus ar chapel d'ar Wazh C'hlas e Sant Loup. Bezioù e-leizh zo ivez er chapel, ar re goshañ anezho zo mein-bez eus ar XIV ha XVvet kantved lec'hiet en daradur.

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Koroll an Anaon e vije bet awenet ar sonaouzour gall Saint-Saens pa savas an Danse Macabre.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]