Mont d’an endalc’had

Dañs Bekabe

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dañs bekabe)
Unan eus ar 17 engravavadur war goad eus Dañs Bekabe kloastr ar Sent Inosant e Pariz. Embannet e 1485 gant daou embanner parizian, Guyot Marchant ha Verard, e voent skignet en Europa a-bezh. Emañ ar skouerenn nemeti e levraoueg Grenoble.

Dañs Bekabe zo un elfenn, an hini diorroetañ, eus an arz stag ouzh ar marv hag ouzh an Ankoù er Grennamzer, er XIVvet hag er XVIvet kantved. Taolenniñ a ra el lennegezh, el liverezh pe er gizellerezh, an holl dud, eus forzh petore renk sokial e vefent, ambrouget gant an Ankoù en eun doare diharzus en un ambrougadeg etrezek un tonkad boutin dezhe holl. Gwelout a reer ur pab, un eskob, ur manac'h, un impalaer, ur roue, un aotrou, ur soudard, ur bourc’hiz ha kement zo o vont an eil war-lerc’h egile...

"Abad" an w:Dañs Bekabe, gant w:Hans Holbein ar Yaouankañ.

Kenarroud en istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dañs Bekabe trec’h ar marv, Clusone (Italia, 1485)

Dañs Bekabe zo deskrivet e meur a varzhoneg e latin, e brezhoneg[1], e galleg, alamaneg pe en italianeg, dizanv peurliesañ. A-hed ar XVvet kantved ha deroù ar XVIvet e veze livet an tem-mañ war mogerioù an ilizoù hag e beredoù Europa an Norzh

An tem-se zo disoc’h ur preder war ar vuhez hag ar marv, en ur prantad ma oa deuet stankoc’h-stank ha spontusoc’h evit kustum. Ar brezelioù, ar vosenn hag ar gernez taolennet dindan stumm tri marc'heger an Diskuliadur o doa c’hwennet ar boblañs. E 1347, ar Vosenn Vras pe Bosenn Zu o tont eus Azia-Vihanañ he doa graet he reuz en Europa. Dindan nebeutoc’h eget 4 bloaz e lazhas moarvat 25 milion a dud. 10 vloaz diwezhatoc’h, un eil frapad bosennus a skubas war-dro 30 % eus poblañs ar c’hevandir. E bered ar Sent Inosant, e Pariz, e savas al leur eus daou vetr da-heul beziadegoù 1417.

Kenarroud en arzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù all eus dañs Bekabe

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er savadurioù hag er pezhioù annez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En dornskridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amprestoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Ar Varn Diwezhañ, dornskrid eus an XVIIIvet kantved. Testenn ar pezh-c’hoari treuzskrivet e brezhoneg a-vremañ ha troet e galleg, gant notennoù, rakskridoù hag ur studiadenn war ar yezh gant Roparz Hemon, Gwennole ar Menn ha Gwenael an Dug. Skol. 1998.