Mont d’an endalc’had

Gwener ar Groaz (pezh-c'hoari)

Eus Wikipedia

Gwener ar Groaz zo titl ur pezh-c'hoari berr (un arvest) gant Jarl Priel bet embannet en niverenn 25 (Meurzh - Ebrel 1951) eus ar gelaouenn Al Liamm - Tir na n-Óg.

Ma fizier er pezh a oa bet skrivet gant an oberour e-unan e oa bet peurechuet e bezh-c'hoari gantañ d'an 29 a viz Meurzh 1950 (29-III-1950) en e di e Priel (Aodoù-an-Arvor).

An tudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Miriam, gwreg ar c'here Simon ar Sirenead,
  • Lia, unan eus amezegezed Miriam (ne vez nemet damglevet he mouezh er penn-kentañ),
  • Andrev, mab da Simon ha Miriam (ne vez na gwelet na klevet),
  • Rufus, mab da Simon ha Miriam (ne vez na gwelet na klevet),
  • Rebekka, unan eus amezegezed Miriam,
  • Noemi Vihan, merc'h ar baraer,
  • Salome, unan eus amezegezed Miriam,
  • Simon ar Sirenead, kere diouzh e vicher,
  • An Druilheg a ziskouezo bezañ an torfedour Barrabas e gwirionez, kenderv da vMiriam,
  • Ar Roman, ur soudard anezhañ,
  • Eleazar, kambrer Miriam,
  • Zadok, ur Sadusead anezhañ.

Ar pezh-c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur Gwener d'enderv e Jeruzalem, e ti ar c'here Simon. Hec'h-unan-penn emañ Miriam er ger, aet he gwaz da gerc'hat keuneud ha louzoù-kegin beure-mat hag he daou vab ne oar-hi ket da belec'h an diaoul. Latennet-mat eo ar vaouez hag o klakenniñ gant amezegezed dezhi e klev Miriam ez eus bet c'hoarvezet darvoudoù iskis a-walc'h : straket un taol-kurun ken e oa deuet an oabl da vezañ du-peg, peurroget stign an Templ ha krenet an douar a-hervez... Kaset ez eus bet tri zorfedour d'ar marv da Venez Kalvar ha tapet he gwaz da reiñ skoazell d'unan anezhe ha ne oa ket evit dougen e groaz. Ur Gwener hep e bar e vo hemañ : Gwener-ar-Groaz.