Michel Simon
François Joseph Simon, pe Michel Simon hervez e anv-micher, a oa un aktour suis c'hoariva ha sinema. Ganet e oa bet d’an 9 a viz Ebrel 1895 e Geneva (Suis) ha marvet e Bry-sur-Marne (Bro-C’hall) d’an 30 a viz Mae 1975. C’hoariet en deus e 145 film. Un aktour pouezus eo e sinema gall hanterenn gentañ an XXvet kantved. Un nebeud filmoù brudet m’en deus kemeret perzh enno : Boudu sauvé des eaux e 1932, L'Atalante e 1934, Le Quai des brumes e 1938, Les disparus de Saint-Agil e 1938, Le Vieil homme et l'enfant e 1967…
Da 17 bloaz e ya da Bariz ha ober a ra kalz micherioù bihan liammet alies gant al leurenn. E-pad ar Brezel-Bed Kentañ eo ur soudard suis met harzet eo alies ha tremen a ra kalz amzer en toull-bac'h. Mont a ra goude da vezañ paraet en ur sanatoriom. E 1915 emañ e Geneva ha arvestiñ a ra Hedda Gabler, ur pezh-c'hoari gant Henrik Ibsen, hag an aktour Georges Pitoëff, ha boemet eo gant ar vicher-se. E 1920 eo komedian ha luc'hskeudenner war un dro e Geneva. E 1922 e ya da Bariz gant e strollad hag en em staliañ a ra eno, kencerc'hel a ra da c'hoari war al leurennoù. Gopraet eo gant Louis Jouvet hag e 1929 e ra berzh er pezh Jean de La Lune skrivet gant Marcel Achard. Etre 1920 ha 1975 e c'hoari Michel Simon a bep seurt rolloù e-barzh oberennoù William Shakespeare, George Bernard Shaw, Luigi Pirandello, Oscar Wilde, Maksim Gorkiy, Édouard Bourdet pe c'hoazh Henri Bernstein.