Mont d’an endalc’had

Candide

Eus Wikipedia
Golo Candide, e 1759. Skrivet eo war ar golo eo troet diwar an alamaneg.
Kouevrengravadur eus 1755 ma weler tangwall e Lisboa ha tsunami er porzh.
« Diaouled Pangloss a oa skilfek ha lostek ha reut e oa ar flammoù  » (pennad VI)[1].
An daou varmouz war-lerc'h o div vestrez. Embannadur 1803. Candide a lazho an daou varmouz o krediñ e oant oc'h ober droug.

Candide ou l'Optimisme zo ur gontadenn filozofikel c'hallek, savet gant Voltaire hag embannet e Suis, e kêr Genève, e miz Genver 1759. Ugent gwech e voe embannet e-pad buhez an oberour, gant se eo unan eus an oberennoù a reas ar brasañ berzh el lennegezh c'hallek.

« Candide » eo an haroz, un anv deuet eus ar ger latin candidus, hag a dalv, war un dro, kement ha "gwenn", hag ivez "a feiz vat", "didro". An anv dibabet-se a ziskouezfe kredoni an haroz. Souezhiñ a ra, a-hed e droioù, rak kement tra amreizh a wel.

Meneg zo er gontadenn eus kren-douar ar 1añ a viz Du 1755 e Lisbon, ha displegañ a ra Voltaire e sell ouzh an Droug er bed. Gwelet eo ar gontadenn evel un dagadenn nerzhus ouzh ar wellwelouriezh, kelennet gant an Alaman Gottfried Leibniz en e oberenn c'hallek La Monadologie, e 1714.

Hervez a lenner war golo an embannadur kentañ e 1759, e vefe troet ar gontadenn diwar skrid alamanek an docteur Ralph. E gwirionez n'eo nemet unan eus lesanvioù Voltaire evit en em ziwall diouzh an aotrouniezh hag e bolis.

Candide zo ivez un danevell-veaj a droio an haroz da filozofour, un doare Télémaque a c'hiz nevez.

Kenarroud politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe embannet an oberenn edo Voltaire o chom en domani Délices e Genève, ur gwir palez filozofour gant liorzhoù Epikur[2]. Daou zarvoud o deus glac'haret anezhañ kentaou : krenadenn-douar Lisboa d'an 1 a viz Du 1755 ha deroù ar Brezel Seizh Vloaz (1756). Ma skrivas ar brederiadenn : « An istor en e hed hogozik zo un heuliad krizderioù didalvoud » (Essai sur l’histoire générale, 1756).

Hervez meur a skridvarnour n'eo an haroz hegredik nemet an oberour e-unan. Ar baron vestfalian zo arouez an noblañs alaman, sot-nay gant ar palefarzoù-noblañs, ha « roue ar Vulgared  » e ve Frederig II, roue prusia, a voe trec'h e 1757 en emgann Rossbach. Un dial e ve ar gontadenn, goude an tabut a voe etrezo en 1753. Ober anezhañ « roue ar Vulgared » n'eo nemet un doare da silañ e voazioù reizhel, pa deu bulgar eus ar ger « bougre » deuet eus « bulgare »!) hag a dalveze « heñvelreizh » en amzer-se.

Ar gontadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tregont pennad zo e Candide ou l'Optimisme.

Talbenn embannadur saoznek 1762

Deñved ruz an Eldorado. (pennad XVII).
Candide ha Cacambo e Surinam

Goude ur verenn vat ec'h ejod er sal-levrioù. (pennad XXV).

Candide zo ur paotr yaoank hag a zo o chom e kastell ar baron Thunder-ten-tronckh en Westphalia[3].Pangloss ar prederour eo e vestr-skol, kelenn a ra ar « métaphysico-théologo-cosmolonigologie »[4], hag embann a ra, da-heul Leibniz, e vevomp er gwellañ bed zo bet biskoazh. Candide avat zo skarzhet eus ar bed -se goude reiñ ur pok d'an dimezell Cunégonde, merc'h ar Baron. Ha Candide neuze dre ar bed, war hent ur veaj hir ha kentelius.

Tapet eo Candide gant tutaerien roue ar Vulgared a zo o klask tud yaouank d'ober soudarded ganto. Skourjezet eo.

Tec'hout a ra Candide eus an arme vulgar.

Reiñ a ra an aluzen d'ur paour : Pangloss an hini eo. Gant ul lestr ez eont da Lisbon.

Kren-douar Lisbon.

Auto-da-fé: Candide tersataet, Pangloss krouget.

Candide da-heul an hini gozh: adkavout a ra Cunégonde.

Istor Cunégonde: penaos e voe gwallet ha lazhet he zud.

Pennadoù XI–XIV

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus Buenos Aires (pennad XIII) da Baragway, bro ar jezuisted (pennad XIV), hag ac'hano d'an Eldorado (pennadoù XVII-XVIII) ha goude da Surinam (pennad XIX).

Breur Cunégonde a gont penaos eo chomet bev. Candide a lavar e kar e c'hoar hag e fell dezhañ dimeziñ dezhi. Hag ar jezuist da gounnariñ. Kann zo, ha lazhet eo ar beleg gant Candide, a rank tec'hel.

Candide ha Cacambo a gav div verc'h ha daou vermouz war o lerc'h.

Pennadoù XXI–XXII

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distro da Europa. E Bro-C'hall : e Bourdel.

Pennadoù XXIII

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-Saoz.

Pennadoù XXIV

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Venezia.

Pennadoù XXV-XXX

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Konstantinopolis (pennad XXVII).

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Les flammes droites sur l'habit annonçaient la mort.
  2. Voltaire, Correspondance.
  3. Vestphalie a lenner ivez
  4. Skrivet ivez métaphysico-théologo-cosmolo-nigologie .

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.