Mont d’an endalc’had

Traité sur la tolérance

Eus Wikipedia

Traité sur la tolérance zo un oberenn diwar zorn François Marie Arouet, anavezetoc'h evel Voltaire, savet e 1762 hag embannet er bloaz war-lerc'h. Ur skrid a-bouez eo diwar-benn ar frankiz da soñjal, hag an doujañs ouzh ar soñjoù disheñvel.

Savet e oa bet da zifenn brud ar protestant gall Jean Calas (1698-1762), tamallet e gaou, boureviet ha lakaet d'ar marv e Toloza war zigarez en dije bet drouklazhet e vab Marc-Antoine da virout outañ da gemer ar relijion gatolik. Stagañ a reas Voltaire da vrudañ an afer ha da ziskouez diboellegezh an arguzennerezh. En 1765 e voe advarnet an afer, kavet Calas digablus, ha roet 36 000 lur gall d'e diegezh.

  • Daou-ugent mil a dud zo o chom en Europa ha n'emaint ket en Iliz Roma; ha ret e ve lavaret da bep hini anezhe, Aotrou, dre ma'z oc'h daonet hep mar, ne zebrin na ne gomzin na n'em bo darempred ebet ganeoc'h ?'"



Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]