Jean Calas
Jean Calas (1698–1762) a oa ur c'henwerzher protestant o chom e Toloza. D'an 9 a viz Meurzh 1762 e voe barnet d'ar marv gant Palamant Toloza ha lakaet da varv an deiz war-lerc'h er blasenn Sant-Jord e Toloza.
D'an 13 a viz Here 1761 e oa bet kavet korf marv e vab henañ, Marc-Antoine Calas, en o zi. Krouget e oa bet. Tamallet e voe ouzh Jean Calas bout drouklazhet e vab dre m'en dije hemañ bet c'hoant mont da gatolik.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) L'affaire Calas. Kavet : 16 MEZ 2021.