Emgann Rossbach

Eus Wikipedia
Friedrich Wilhelm von Seydlitz en Emgann Rossbach.

Emgann Rossbach, pe Roßbach, pe emgann Reichardtswerben, zo un emgann e 1757 e-kerzh ar Brezel Seizh Vloaz ma voe trec'h Frederig Veur, roue Prusia, war arme Bro-C'hall.

C'hoarvezout a reas en Alamagn d'ar 5 a viz Du 1757 e-tal kêriadenn Rossbach, e kumun Braunsbedra (e Sachsen-Anhalt hiriv), etre arme Prusia ar roue Frederig Veur ha hini ar roue gall Loeiz XV a oa skoaz-ouzh-skoaz gant hini an impalaerez santel Maria Theresia. Ne badas nemet 90 munutenn, hag ar roue Frederig a voe trec'h war an arme, gall hag aostrian, a 41 110 a soudarded a oa dirak e 22 000 Prusian.