???

Eus Wikipedia

??? zo ur pezh-c'hoari diechu (un arvest hepken dezhañ) gant Jarl Priel, bet embannet en niverenn 72 eus ar gelaouenn Al Liamm (Genver-C'hwevrer 1959).

Troet e oa bet e brezhoneg gant ar skrivagner tregeriat diwar ar pezh-c'hoari saoznek Shall We Join the Ladies? gant an dramaour skos J.M. Barrie.

Ar pezh-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un tu bennak war ar maez, e Bro-Saoz. Pedet ez eus bet ur bagad daouzek den gant Sam Smith da dremen ur sizhunvezh er c'hastell emañ perc'henn warnañ.

Seizh maouez : an itron Brand, an dimezell Izit, an itron Kastro, ar gontez Janed Mortimer, an itron Preen, an dimezell Bella Vaile, ar varonez Wraithe
ha pemp gwaz : an aotrou Gourlay, ar c'habiten Jakez Jenkins, an aotrou Willy Preen, an aotrou Vaile, ar baron Jozeb Wraithe zo bodet en-dro da daol ar sal-debriñ, achu o c'hoan gante, pa grog ar pezh-c'hoari.

Dre ma oa o fred diwezhañ en e di e tiskuilh Sam Smith d'e gouvidi petra zo kaoz en devoa o fedet : daou vloaz 'zo e oa bet muntret Dick, e vreur yaouankañ, war e lestr-bale e Monte-Carlo hag emañ ar muntrer e-touez an daouzek kouviad... Un tamall dic'hortoz hag a stlak evel un taol kurun en oabl hañv ! Kouezhet an holl war o c'hemend-all ned ay ket an aergelc'h war skañvaat betek ma vo laosket ur griadenn da glevet gant ur vaouez. Ma'z a an holl dudennoù d'he c'haout hag ar ouel da ziskenn...

Evezhiadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Teir zudenn all a zo : Dolphin ar mevel bras hag ur vatezh vihan, o-daou e servij da Smith ; ur pikol kanfard eus ar polis hag a zamweler ur wech hepken.
  • O vezañ ma oa diechu ar pezh-c'hoari e oa bet kinniget ur gopr a bemp mil lur gant tud Al Liamm evit ma vije peurechuet an oberenn gant unan eus al lennerien.