C'hoariva brezhonek (levr)
Neuz
C'hoariva brezhonek zo anv ul levr embannet gant Skridoù Breizh e Brest e 1944, ennañ pemp pezh-c'hoari berr :
- An div zremm gant Langleiz;
- E-tal ar Poull, gant Yann-Vari Perrot, a zo bet c'hoariet gant Strollad ar Vro Bagan;
- An Dakenn dour, gant Jarl Priel, embannet daou vloaz a-raok, e 1942, er gelaouenn SAV ;
- Fostus an Doktor Daonet, gant Roparz Hemon (hervez pezh-c'hoari Christopher Marlowe);
- Torfed ar frer Juniper, gant Herri Ghéon, troet gant Jakez Riou.
Moulet e oa bet al levr e Sant-Brieg gant Les Presses Bretonnes.