Karanteg (sant)
Neuz
Karanteg, a lider e ouel d'ar 16 a viz Mae, a oa ur manac'h eus Kembre a oa bet desket gant sant Padrig.
Roudoù anezhañ a gaver
- en Iwerzhon, dindan an anv Cairnach pe Ceirnach,
- e Kembre, ma vije bet savet Llangrannog gantañ,
- e Kernev-Veur, ma savas ur manati e Lanngorrow (Crantock, hervez ar stumm "saoznek"), ha ma'z eo anavezet ivez dindan an anv Carannog;
- hag e Breizh e kumunioù Karanteg ha Tregaranteg.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E saozneg:
- Saint Carantoc (1928) , gant Charles G. Henderson
- The Saints of Cornwall, Part 4, Gilbert H. Noble, The Holywell Press, (1965)
- Saints, Seaways and Settlements in The Celtic Lands, E. G. Bowen, Cardiff University of Wales Press, (1969)