Mont d’an endalc’had

Kab Sant Visant

Eus Wikipedia
Tour-tan Kab Sant Visant.
Torodoù.

Kab Sant Visant pe Beg Sant Visant[1], e Portugaleg Cabo de São Vicente (distagadur portugalek: [ˈkabu dɨ sɐ̃w̃ viˈsẽtɨ]), zo ur beg-douar e Portugal, ar beg merventañ eus Europa.

E parrez Sagres emañ, e kumun Vila do Bispo, en Algarve, 4 km er c'hornôg ha 3 km en hanternoz da Ponta de Sagres. Un tour-tan hag ur manati zo warnañ, hag ur c'hreñvlec'h kozh anvet Fortaleza de Sagres.

Peulvanoù zo er c'hab, pezh a ziskouezfe en deus un istor relijiel gwall gozh. Promontorium Sacrum e oa anvet en amzer ar Romaned ha dediet d'an doue Saturnus.
En 779 e voe degaset di relegoù Visant Saragosa eus Valencia (Spagn)[2].

Meur a emgann war vor zo bet dirak Kab Sant Visant, ha dreist-holl hini 1797 entre Spagn ha Breizh-Veur.

  1. "Le cap de Saint Vincent, becq Sant Viçzant. Cap Sant Viçzant." Gregor Rostrenenn, Dictionnaire François-Celtique p. 134b, 1732.
  2. Mar ilimitado.