Ia

Eus Wikipedia

Ia (pe Hia, pe Ives e saozneg) a oa ur santez vrezhon eus dibenn ar Vvet kantved en Enez Vreizh, er c'hornad a zo Kernev-Veur hiriv. D'an 3 a viz C'hwevrer e vez lidet.


Ia a oa, hervez ar vojenn, ur briñsez a Iwerzhon, c'hoar da sant Erc. Ha hi diskiblez da sant Baricus e teuas da avieliñ Kernev-Veur da reiñ he skoazell d'ar sent Fingar ha Piala.

Diouzh a lavar ar vojenn he dije bet 777 diskibl, ha treuzet he dije mor Iwerzhon war un delienn gaol.

Merzheriet e voe war ar stêr Hayle ha beziet e Porth Ia. Un iliz a voe savet dezhi war he bez. Ur gêr a voe savet en-dro d'an iliz.

Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hec'h anv a gaver :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]