Mor Iwerzhon

Eus Wikipedia
Mor Iwerzhon, ar mor etre Iwerzhon ha Breizh-Veur

Mor Iwerzhon a zo ur mor e Gwalarn Europa, etre enez Iwerzhon hag enez Vreizh-Veur, ha dezhañ ur gorread 104 000 km2. Digor eo war ar Meurvor Atlantel er Su, gant Kanol Sant Jord, a zo etre Iwerzhon ha Kembre, ha gant Kanol an Hanternoz en Norzh, etre Skos hag Iwerzhon. E-kreiz Mor Iwerzhon emañ Enez Vanav.