Banniel Kernev-Veur

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Banniel sant Peran

Banniel sant Peran (Baner Peran e kerneveureg) a vez graet eus banniel broadel Kernev-Veur. Ur banniel du gant ur groaz wenn eo, pa oa banniel kozh Breizh unan gwenn gant an hevelep kroaz du.
Hervez ar vojenn e vije bet dibabet an daou liv gant Peran pa welas staen teuz gwenn o tiverañ diouzh ar c'hailh du en e c'hovell. Kement-se a c'hoarvezas, evit doare, pa zizoloas ar staen er VIvet kantved, a-raok bezañ lakaet da sant paeron ar vengleuzerien-staen. Evel-just e oa anavezet ar staen abaoe kantvedoù, ha kaset e veze ar metal-se eus Breizh-Veur da Arvorig gant moraerien vrezhon a-raok amzer Julius Caesar.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroaz Du Breizh

E gwirionez, den ne oar a-zivout orin banniel Kernev-Veur.
Lod istorourien a lavar e oa eus ar banniel-se kent 1188, e Brezelioù ar Groaz. Ur pennad en Encyclopædia Britannica a embann e veze douget gant Kerneveuriz en Emgann Azincourt d'an 25 a viz Here 1415 [1], hogen kamm eo an dave roet, pa gas d'ur varzhoneg anvet Poly-Olbion bet embannet e 1612 gant ar Saoz Michael Drayton (1563-1631) ma skrivas e oa ur c'hrogad gouren kerneveurat war ar banniel en Azincourt. [2].

Kentañ testeni skrivet a-zivout banniel sant Peran eo labour ar C'herneveurad Davies Gilbert (1767-1839) en e levr The Parochial History of Cornwall (1838) :

A white cross on a black ground was formerly the banner of St. Perran, and the standard of Cornwall; probably with some allusion to the black ore and the white metal of tin.
« Ur groaz wenn war ur goueled du a oa gwechall banniel sant Perran, ha banniel Kernev-Veur ; hep mar gant un damveneg bennak eus kailh du ha metal gwenn ar staen. » [3]

Dre ma skrivas D. Gilbert e oa « gwechall » banniel sant Peran hini Kernev-Veur e ro da gompren e veze arveret a-raok 1838.

Un testeni all a weler en abati Westminster war ur werell bet diskuliet e 1888 e koun an ijinour kerneveurat Richard Trevithick (1771-1833). Nav sant kerneveurat zo warni, ha dremm an ijinour zo bet roet da sant Peran, banniel Kernev-Veur ouzh e dreid. [4]

Kar eo banniel sant Peran da hini sant Dewi, paeron Kembre, ar vro geltiek dostañ da Gernev-Veur. Ur groaz wenn war gwer eo banniel sant Petroc, hini Devon (2002), ma 'z eo Petroc paeron ar vengleuzerien ivez. [5]

Talvoudegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouel sant Peran e Pennsans

Er c'hantved diwezhañ e veze gwelet banniel sant Peran evel banniel broadelourien Mebyon Kernow. Hiziv e vez dispaket aliesoc'h eget an Union Jack, ha deuet eo da vout arouez Kernev-Veur, hep ster politikel resis.

Hejet-dihejet e vez ar banniel en darn vuiañ eus ar gouelioù e Kernev-Veur koulz hag er c'hrogadoù sport. Boas e vezer d'e welout e pep lec'h er vro, gant an anv kerneveurek Kernow, hag arveret e vez er bed a-bezh evel arouez an diaspora kerneveurat.

  • Banniel sant Peran zo bet arveret da sevel bannieloù ha n'int ket ofisiel.
Cornish Red Ensign.svg Cornish Ensign.svg
Kenwerzhourien gerneveurat war vor
Ensign of the Duke of Cornwall.svg Al lestr Sweet Promise e gouelioù « Brest 2000 », ardamezioù Dug Kernev-Veur er c'honk


Ardamezioù war an douar bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiegezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Geoffroy le Borgne
Borgnearms.jpg
Sant-Pezran
Blason de la famille de saint-pezran.svg
Rouvroy.jpg
Rouvroy
de Saint-Simon
Arneke2.jpg
Kêr Arneke

Koulz e Breizh hag e Bro-C'hall ez eus tiegezhioù kar o ardamezioù da vanniel sant Piran.

Breizh [6]
  • Kerlosket : en sabel e groaz koñchek en argant.
  • Le Bastard de la Porte : en sabel e groaz en argant, teir flourdilizenn en argant ouzh pep konk..
  • Le Bihan de Keruzouarn : en sabel e groaz pavek en argant, karget ouzh kondon gant ur greskenn en gul.
  • Le Borgne, Geoffroy : en sabel e graz en argant. [7]
  • Saint Pezran (de) : en sabel e groaz pavek en argant. [8][9]
Bro-C'hall
  • Auvergne de Canteloup : en sabel e groaz en argant, eilet e pep konk gant ur penn bleiz diframmet en argant ha teodek en gul.
  • Rossillon de Gex : en sabel e groaz en argant. [10]
  • Rouvroy de Saint-Simon : en sabel e groaz en argant karget a bemp kregilhenn en gul, 1, 3, 1.[11]

Kêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kêr Arneke : en sabel e groaz en argant karget a bemp brizhenn erminig en sabel, 1, 3, 1.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) CRW Flags
  2. (en) The Complete Works of Michael Drayton, Andesite Press, 2017 (ISBN 978-1-375-65149-3)
  3. (en) Gilbert, David : The Parochial History of Cornwall, levrenn III, London, J. B. Nichols & Son, p. 332 • Lenn en-linenn
  4. (en) Westminster Abbey
  5. (en) Flag Institute
  6. (fr) Potier de Courcy, Pol (1890) : Nobiliaire et armorial de Bretagne
  7. (fr) Mundus Heraldicus
  8. (fr) Kervella, Divi & Bodlore-Penlaez, Mikael : Guide des drapeaux bretons et celtes, Yoran Embanner, 2008 (ISBN 978-2-916579-12-2)
  9. (fr) Tudchentil
  10. (fr) armorial.org
  11. Jean-Marie Ouvrard : Rouvroy de Saint-Simon