Mont d’an endalc’had

Emgann Deorham

Eus Wikipedia
Emgann Deorham

Adsavadur un tokarn saoz
Maread 577
Lec'h Dyrham, Bro-Saoz
Disoc'h trec'h ar Saozon
Emgannerien
Caer Ceri,
Caer Baddan,
Caer Gloui
Wessex
Pennoù-brezel
Cyndyddan
Ffernfael
Cynfael
Ceawlin eus Wessex
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav

E 577 e c'hoarvezas Emgann Deorham, e-kichen ar gêriadenn anvet Dyrham hiziv moarvat, e kreisteiz ar Gloucestershire. Enebiñ a reas ar roue saoz Ceawlin Wessex ouzh rouaned teir rouantelezh vrezhon eus traoñienn an Hafren: Caer Ceri, Caer Baddan ha Caer Gloui. N'eus diskrivadur ebet eus an emgann ha n'anavezer anezhañ nemet dre un arroudenn verr er C'hronik Angl-ha-Saoz.

Un trec'h saoz bras e voe. Goude an emgann e kemeras Ceawlin Wessex teir c'hêr: Cirencester (Corinium) a oa ur gêr-benn proviñs moarvat dindan an impalaeriezh roman, Gloucester (Glevum) a oa ur c'hreñvlec'h roman kozh ha Bath (Aquae Sulis), ur gêr kouronkoù kozh. Kalz dismantroù kenkizioù zo bet kavet tost d'ar c'hêrioù-se, ar pezh a dalvez e oa ur rannvro binvidik ha sevenaet. He c'holl a voe ur gwall daol evit ar Vrezhoned.

Pouez istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn a reer alies e voe biskoazh pouezusoc'h an trec'h saoz rak a-drugarez dezhañ e c'hellas rouantelezh Wessex tizhout Mor Iwerzhon ha disrannañ Brezhoned ar c'hreisteiz diouzh ar pezh a yelo da vezañ Bro-Gembre. Ne harpas ket an darempredoù etre an div rannvro, avat, rak er VIIvet kantved e oa dalc'het c'hoazh rouantelezh Glastenning gant tierned Dogfeiling. Evit gwir ez eo ouzh rouantelezh Hwicce e voe staget darnioù an tiernegezhioù faezhet, neket ouzh hini Wessex. Ha daoust ma oa aloubet diouzhtu rannvro Cirencester gant rouantelezh Wessex ne berc'hennas Bath ha Gloucester nemet bloavezhioù diwezhatoc'h.

Efed pouezusañ an emgann a oa, war a seblant, e roe an tu da Saozon Wessex da bellaat kêriadennoù brezhon traoñienn an Hafren, tra ma teue kalz diaesoc'h d'hec'h enebourien argasiñ kreiz o zachenn.

The Age of Arthur, John Morris, Phoenx Press, Londrez, 2004, ISBN 1842124773