Kronik angl-ha-saoz
Neuz
(Adkaset eus Kronik Angl-ha-Saoz)

Ar C'hronik angl-ha-saoz (saozneg : Anglo-Saxon Chronicle) zo un dastumad skridoù hensaoznek a-zivout Istor an Angled hag ar Saozon. Skrivet int bet adalek an IXvet kantved, e Wessex moarvat, e-kerzh ren Alfred Veur, da lavaret eo etre 871 hag 899.
Eilskridoù a-leizh a voe skignet e manatioù Bro-Saoz, ha pep hini a veze kendalc'het gant menec'h an abatioù.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) The Anglo-Saxon Chronicle @ Project Gutenberg. Kavet : 08 Du 25.