Caer Gloui
Neuz
| Caer Gloui Rouantelezh Caer Gloui | ||||
| ||||
| Kêr-benn | Dianav | |||
| Yezh(où) | Kembraeg | |||
| Gouarnamant | Monarkiezh | |||
| Istor | ||||
| - Disparti ar Romaned | 410 | |||
| - aloubet gant Wessex | 577 | |||
Caer Gloui a oa ur rouantelezh vrezhon lec'hiet war-dro ar gêr roman Glevium (Gloucester hiziv). Un darn vras eus traonienn ar Hafren a endalc'he, war a seblant. Nebeut traoù a anavezer diwar-benn e istor. Menegiñ a ra Gweltaz unan eus e rouaned : Aurelius Caninus a rene war Caer Ceri ha Caer Baddan. Rannet e voe ar rouantelezh etre 540 ha 577 e tri riez Caer Gloui, Caer Ceri ha Caer Baddan ha distrujet e voe gant Wessex e 577 pa voe faezhet ha lazhet he roue diwezhañ - Cynfael e Emgann Deorham.
Rouaned Caer Gloui
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aurelius Caninus : war-dro 540
- Cynfael : lazhet e 577


Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia