Aurelius Caninus

Eus Wikipedia

Aurelius Caninus (war-dro 530) zo ur roue brezhon en Enez Vreizh meneget e De Excidio Britanniæ gant Sant Gweltaz. Cynan Wledig a vez graet anezhañ e kembraeg.

Er pennad 30 eus an oberenn ez eus meneget pemp roue brezhon evel pec'herien vras, hag an holl heñvelekaet ouzh loened eus ar Bibl. Aurelius Caninus a zo graet mab al leon anezhañ. Gweltaz a sko bazhadoù gantañ en abeg d'e vuntroù euzhus, fouzhadegoù, avoultroù, hag a lavar dezhañ keuziañ d'e bec'hedoù a-raok mervel evel e gerent all. An eil anv roue meneget gant Gweltaz eo. Hervez J.E.Lloyd e c'hallfe Aurelius Caninus bezañ diskennad da Ambrosius Aurelianus, bezañ unan eus ar rouaned anvet Cynan e-touez rouaned Powys.

Hervez Historia regum Britanniae, gant Jafrez Menoe e renas Aurelius Conanus war-lerc'h e eontr Kustentin III. Gallout a rafe bezañ an Aurelius Caninus, meneget gant Gweltaz.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Giles, John Allen, ed. (1841), The Works of Gildas and Nennius, London: James Bohn.
  • Giles, John Allen, ed. (1847), History of the Ancient Britons.
  • Lloyd, John Edward (1912). A History of Wales from the Earliest Times to the Edwardian Conquest. Longmans, Green, and Co.
  • Thornton, David E. (2004). "Oxford Dictionary of National Biography". Oxford Dictionary of National Biography (online ed.). Oxford University Press.